Strollad Breizh : Deomp-holl da harpañ ur stourmer eus Ai’ta dirak lez-varn Gwened

Communiqué de presse publié le 21/02/16 19:09 dans Politique par Sébastien Girard pour Sébastien Girard
https://abp.bzh/thumbs/39/39616/39616_1.jpg
Logo Parti Breton

D’ar Meurzh 23 a viz C’hwevrer e vo barnet ur stourmer eus Ai’ta e Lez-Kastiz Gwened. Hemañ zo rebechet outañ bezañ bet treuzkaset panelloù gallek eus skol-veur Gwened (Skol-veur Kreisteiz Breizh pa vefe e Naoned an hini er Su pellañ) da stand ar skol-veur-se bet dalc’het e-kerzh Gouel Etrekeltiek an Oriant.

Koulz lavaret ez eo kement-mañ un obererezh difeuls a-dal da feulster ar Stad c’hall dre he folitikerezh kas hor pobl da get. War-bouez un dezvad kefridiel lakaet dezhi hag he bezañs e kement live ar vuhez foran e chomo sonn ha bev.

Gant-se ez ay Strollad Breizh da heul galv Ai’ta ha Skoazell Vreizh da harpañ tamallad Ai’ta ha gelver a reomp d’hon tro da vezañ stank d’e brosez.

Evit Strollad Breizh, Bertrand Deléon


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 9 ?