Goulc'han Kervella hag ar rektordi : ha mallozh ruz .. da biv ?

Communiqué de presse publié le 6/02/16 15:50 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour FC
t:1
https://abp.bzh/thumbs/39/39508/39508_1.jpg
skol

Prest e oa al levr, kinniget 1300 euro d'ar skrivagner evit ma vefe echu an istor, ha serret beg an arzour meur. Ha d'ho soñj e vefe bet ar peoc'h war lerc'h ? Blev !

Gant ur vouezh sioul ha seder evel boaz e tispleg Goulc'han penaos oa bet nac'het dezhañ embann al levr, a oa prest koulskoude, ur romant evit ar yaouankiz, gant ar rektordi. Abalamour da betra ? Anv Roparz Hemon oa e-barzh. Mallozh Doue ! Pegen mezhus eo, lakaat anv un den a zo bet skrivagner, yezhour, troet gantañ ur bern oberennoù, impliijet e c'heriadur e pep klas divyezhek publik... Neuze eo erru poent da dennañ eus program galleg al liseidi "Voyage au bout de la nuit" hag ivez ar vreudeur Lumière eus studioù kleweled, ha ....

Evit selaou Goulc'han, setu al liamm, ha trugarez da Dudi Crequer evit an atersadenn ;

(voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024
A-du penn-da-benn gant al lavarioù Fanny Chauvin ha Frederik Minard.
Para sonj Pôtr ar Skluj deus doareoù-ober Fanch Mitterand , chomet mignon bras gant an hini n'eus kaset ar yuzevien d'ar maro (Bousquet) hag un hini all a oa ur wir krapul hep kontañ gant tout ar stourmerien aljerianek en doa kondaonet d'ar maro en amzer he oa ministr ar justis 'pad ar brezel Aljeria ? Ha koulskoude, n'eus ket pell 'zo, ni hon eus klevet pennoù bras Bro C'hall o kanañ meuleudi evitan war ar skrammoù hag er radiooù.
Evit ar pezh a sell deus dazont ur yezh , Pôtr ar Skluj a renkfe gouzout , memestra, ar Finneg a-vreman a zeu wareeun deus ar C'hallevala hag a oa un oberenn «chimik » penn-da-benn. E c'heller lavarout memestra evit an Nynorsk , unan eus an tri langaj implijet, hiziv an deiz, e Bro Norvej.
0

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 6 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.