Didrouz bro C'hall war afer an nukleel e mor an Habask : ur film da welet evit kompren

Communiqué de presse publié le 30/01/16 13:20 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Gant Larbi Benchiha e vez sevenet filmoù a-ziwar an nukleel e bro C'hall : De Gaulle, deserzh Aljeria ha taolioù esae ar vombezenn nukleel, stourmerien a-vremañ...

D'al lun 15/02 war Frañs 3 da 23e40 e vo skignet film nevez ar sevener eus Roazhon : istor ar re a zo bet klañv goude al labour kaset da benn e Tahiti, dindan an heol, gant ur c'habell-touseg «ken brav»...

Ur film da welet evit kompren pegen liammet e oa hag ez eo atav an nukleel un dra sekred, kuzhet mat gant ar Stad hag Areva. Trugarez d'an holl dud o doa kredet kemer perzh er film-mañ evit kompren pegen arvarus eo ur Stad diazezet war an uranium hag an atom.


Vos commentaires :
Pôtr ar skluj
Dimanche 22 décembre 2024
Toud an dud lar «'n Aljeri» ha pas «Aljeria». Ar vrezonegerien a-neus greet ar brezel ba'n Aljeri oar gwelloh 'vidoh, memestra !

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 1 ?