Kalevala ha Barzaz Breizh, Elias ha Theodore...

Communiqué de presse publié le 17/01/16 23:12 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Brav an abadenn, gant ma vo e Breizh an holl dud o c'houzout kement tra a vez gouiet gant tud Finlande diwar-benn o sevenadur...

Kristina, Katell, Brigitte : teir c'hanerez, ur bandoneoñs, hag istor daou varzh, daou zastumer bet war an hentoù. E bro ar glav evit Kervarker, e bro an erc'h hag an noz evit egile. Un istor a gont deomp hon istor, istor div bobl, istor faltazi hag ijin broioù disheñvel o deus pep hini krouet ur bed, degaset d'ar bed ur binvidigezh ne c'heller kavout e lec'h all ebet. Selaouit hag e klevoc'h...


Vos commentaires :
Pôtr ar skluj
Jeudi 14 novembre 2024
Ne gomprenan ket ablame da betra leoriou evel ar Barzaz Breiz pe ar hKalevala blij da gement a dud. Esaiet peus lenn anê ? N'eus ket 'med eur leor hag a zo hirvoudusoh evid ar hKalevala : ar hKalevipoeg eo. Hemañ zo eur leor estonian hag a zo mod-pe-vod evel ar hKalevala. Normal eo pezegur ar pôtr a-noa skrivet anehañ oa re feneant 'vid dastum istoeriou war ar mêz. Setu e-noa adskrivet ar hKalevala en un estonianeg dijeneret.

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 5 ?