Ar PS, ankou ar brezhoneg !

Communiqué de presse publié le 15/01/16 18:20 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Collectif
https://abp.bzh/thumbs/39/39315/39315_1.png
Résultat du vote

Diriaou 14 a viz Genver e veze studiet gant ar Vodadenn Vroadel ur c'hinnig lezenn gant ar c'hannad Paol Molag diwar-benn ar yezhoù minorelaet. Korbellet eo bet an destenn gant ar strollad sokialour daoust d'ar gannaded all, a bep tu, bezañ bet degemeret ar melladoù unan hag unan just a-raok. Mezhus e kav strollad Ai'ta! an doareoù-se d'ober.

Ur doare da vont war-raok goude nac’hadenn ar senedourien, d’an 28 a viz Here tremenet, da votiñ al lezenn evit gwiriekaat karta Europa ar yezhoù minorelaaet e oa ar c’hinnig lezenn-se. Gant 5 mellad e oa treut an danvez, met peadra da suraat mont en-dro ar skolioù Diwan ha da ziorren muioc'h ar c'helenn divyezhek publik a oa. Anv 'oa ivez da gadarnaat ar panellerezh divyezhek ha da glask kreskiñ plas hor yezh e bed ar c'hleweled.

Degemeret eo bet holl melladoù ar c'hinnig lezenn gant ar gannaded, a-enep da ali ar gouarnamant, met da boent votiñ war hollad an destenn o deus goulennet kannaded ar strollad sokialour «mouezhiañ foran», ha neuze lakaat kannaded ezvezant da votiñ. Korbellet an destenn eta, 14 mouezh a-enep da 13.

Gortoz e yafe ar c'hinnig lezenn d'ar Sened evit kempenn ha gwellaat melladoù a vije bet posubl, met kavet o deus gwelloc'h kannaded ar strollad sokialour skarzhañ diouzhtu an destenn.

Oberiant-tre eo bet ar gannaded Molac ha Le Fur a-hed ar prantad evit sevel un dedennus, harpet gant kannaded all a bep tu, en o zouez an Ao. De Rugy. Kannaded all Breizh avat n'int ket bet gwelet, padal e plij dezho embann disehan pegen tomm eo o c'halon ouzh ar brezhoneg !

Enebiezh daonet ar sokialourien er Vodadenn Vroadel ha dilennidi ar strollad Republikaned er Sened a-enep ar yezhoù minorelaet a ziskouez splann ur wech c'hoazh n'eo nemet drezo o unan e c'hello ar Vretoned cheñch penn d'ar vazh evit o yezh.

Munudoù ar votadeg :

Ar re o deus votet a enep ar raktres-lezenn :

Ibrahim Aboubacar (Mayotte) PS

Yves Blein (Rhône) PS : Ne oa ket amañ, galloud roet evit an abeg «e kefridi pe klañv»

Patrick Bloche (Pariz) PS

Émeric Bréhier (Seine et Marne ) PS

Jean-Jacques Bridey (Val de Marne) PS

Valérie Corre (Loiret ) PS

Pascal Deguilhem (dordogne) : Ne oa ket amañ , galloud roet evit an abeg «e kefridi pe klañv»

Yves Durand (Nord) PS

Anne-Christine Lang (Pariz) PS

Jean-Luc Laurent (Val de marne) PS

Dominique Lefebvre (Val d'Oise) PS

Michel Pouzol (Essonne) PS

Christophe Sirugue (Saône et loire) PS : galloud roet evit an abeg «e kefridi pe klañv»

Pascal Terrasse (Ardèche) PS : galloud roet evit an abeg «e kefridi pe klañv»

Ar re o deus votet evit ar raktres-lezenn :

Brigitte Allain (Dordogne ) EELV

Danielle Auroi (Puy de Dôme ) EELV

Denis Baupin (Pariz) EELV

Michèle Bonneton (Isère) EELV

Cécile Duflot (Pariz) EELV

François-Michel Lambert (Bouches du Rhône) Ecologistes

Véronique Massonneau (Vienne) Ecologistes

Paul Molac (Mor-bihan) UDB

Barbara Pompili (Somme) Ecologistes)

François de Rugy (Liger-Atlantel) Ecologistes

Jean-Noël Carpentier (Val d'Oise) PRG

Paul Giacobbi (Korsika) PRG

Marc Le Fur (Aodoù-an-Arvor) LR


Vos commentaires :
Naon-e-dad
Jeudi 26 décembre 2024
biskoazh kemend all! Ur c'hannad eus enezenn Mayotta bet sachet gant e gamaladed sokialour evit votiñ a-enep ar yezhoù rannvroel! N'on ket evit kompren an dra-se. A re-se zo prest da zigemer ar gwellañ (lakomp an arc'hant, da skouer) diouzh ar republik n'anavezont ket nemet diouzh a-bell. Pa vez añv eus kudennoù liammet ouzh istor ha douaroniez Europa, koulskoude, emaint o lakaat un ali pa n'int ket gouest da gompren an disterañ eus an traou.

Ingalded ya, mes ingalded evit an holl.

L'Egalité oui, mais l'Egalité pour tous! Les Bretons aussi ont droit à l'Egalité, par exemple s'agissant du droit à la vie d'une langue magnifique et irremplaçable (qui du reste appartient à l'universel planétaire).


Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?