Strollad C'hoariva al lise : war an hent !

Communiqué de presse publié le 5/01/16 21:21 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Seizh vloaz zo dija e oa bet ijinet ur raktres arzel souezhus gant Yann Fanch Jacq sikouret gant Pascal Cariou evit sevel ur strollad liseidi o vont barzh meur a skol div sizhunvezh... Termen !

Schtroumpfed, sorserezed, tud ar sirk, tud ar skol, ... : sujedoù a bep seurt a zo bet ijinet gant al liseidi. Kroget al labour e c'hentañ klas, c'hoariet evit ar wech kentañ e skol Diwan Karaez e miz Mae, ha war lerc'h, pleustradegoù, ur skritell, ha dao, er c'harr boutin evit ober tro Breizh dirak 15 skol bep sizhun, a wechoù dirak ur skol vihan evel en Alre, pe ur skol vras 'giz hini Naoned, alies ur skol e lec'h oa bet skoliatateet al liseidi pa oant bihan.

Peadra da glevout c'hoarzadegoù, hag a-wechoù daeroù war dremm ur skolaerez pe ur skoazellerez o welout ar re vihan deuet ken bras ha ken ampart war al leurenn !


Vos commentaires :
Pôtr ar skluj
Dimanche 22 décembre 2024
N'eo ket brao kleved brezoneg ar mod-se.

Ma peus c'hoant da jelaou brezoneg mad :
Voir le site


Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 0 ?