Istor an haiku a-vremañ, gant Alan Kervern

Présentation de livre publié le 26/12/15 20:22 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Ul levr nevez deuet er maez, skrivet gant Alan Kervern, ha troet e brezhoneg gant Malo Bouessel du Bourg.

FC - «Perak e vefe an haiku ur stumm barzhoniel ken implijet hiziv an deiz ?»

AK- Daoust m'eo deuet en e varr en un endro sevenadurel gwall zibar, e tizh an haiku ur badelezh a c'heller displegañ dre ma vevomp prim-ha-prim ha mesk-ha-mesk, en ur sevenadurezh hollvedel ma vleun ar flash, ar spot, ar c'hlip, an trummder, ar berrbad, an digendalc'h. Hag al lavar barzhel a zo diouzh al lusk-se, evel an haïku hag a ya en-dro ur mod da verzout paouez-dibaouez, dre lodennouigoù, evel ar rizegi stank-se a vez dispaket ganto al livioù diniver an oabl.

FC – «Penaos e c'hell ar varzhoniezh sikour da adperc'hennañ ar brezhoneg ?»

AK - En ur implij ar brezhoneg evit lavarout ar bed hag ar vro-mañ hiziv an deiz a vije un doare da vezañ gouest da implij sonerezh ur yezh tost ouzh kizidigezh tud ar vro-mañ. Ha skrivañ haiku e brezhoneg war ar marc'had - ur stumm hag ur spered barzhoniel tost ouzh ar vuhez pemdeziek- a vefe un doare efedus ha plijus evit reneveziñ yezh ar vro-mañ.

FC – Lavarout a rit emaoc'h kentoc'h e rummad ar re o « adnevezaat » ar brezhoneg : gwir eo ?

AK- Liv ur yezh, lusk an doare da gaozeal, da ganañ er yezh-mañ a zo liammet gant kizidigezh tud ur sevenadur resis. Ma cheñchfe spered ar gevredigezh-mañ hag ar sevenadur staget outi, cheñch a rafe ivez an doare da lavar ar vro-mañ. Ar brezhoneg implijet hiziv an deiz a zo disheñvel kenañ diouzh hini komzet er bloavezhioù hanter-kant, dreist-holl gant ar re yaouank ! « Cheñch a ra peb tra » giz 'vez lavaret er skriturioù sakr, setu ivez lezenn ar vuhez, hag hini yezhoù ar vro ! Ha stumm berr an haïku a vefe marteze ur beñveg a-feson evit mont war raok gant ur yezh adnevezaet.

FC – «Peseurt kuzulioù e rofec'h da dud o dije c'hoant da zizoleiñ bed an haïku ?»

AK- Bez ez eus daou dra d'ober evit dizoleiñ bed an haïku : da gentañ tout, dedennus vefe lenn traoù diwar-benn an haïku a-orin, hini eus bro-Japan(gant Higginson, Sieffert,Coyaud...), ha diwar-benn an haïku dre-vras : studiadennoù lennegel, istor ar stumm barzhoniel-mañ e bro Japan hag en diavaez, haïku kompozet e galleg gant Pierre Tanguy, Jakez Poullaoueg, Danièle Duteil...

E brezhoneg ez eus kalz barzhed iwez, ' giz Bernez Tangi, Maï Ewen, Fañch Peru, Malo Bouessel du Bourg ! Mod all, efedus kenañ vefe bezañ ezel deus ur gevredigezh barzhoniel evit skrivañ, eskemm, kenveriañ gant mignoned all, ha kemer perzh marteze e kenstrivadegoù evel hini « Taol Kurun ».... Bez ez eus un alc'houezh evit mont war raok gant an haïku : lenn ha labourat bemdez un tammig.

FC – «Bashô, Buson, barzhed a-vremañ : e pelec'h hiziv an deiz e teu an haïku da vout bev-buhezek ? E Japan atav, pe en Europa, pe... ?»

AK- Diaes eo respont d'ar goulenn-mañ!Cheñch a ra buan an traoù ! Klask a ra barzhed eus Bro-Japan kas war-raok an haiku en diavaez eus ar vro-mañ. Pez eo gwir e penn kentañ hon XXIvet kanvet, goude bezañ bet danvez taolioù-esae a bep seurt, e seblant an haïku japanek pazata, ha goude bezañ sevenet un drovezh-klok, ez eo distroet d'ur stad ken arvarus hag e deroù ar c'hantved tremenet. E verzh kaer dre ar bed a zegas ur vent etrebroadel d'an haïku.Merket e vo e amzer dazont ganti moarvat.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 0 ?