il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3919.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

Goût a reomp mat e Kreizh Breizh eo start an traoù gant an deskadurezh publik divyezhek : un hanter bost vije serret a-benn an distro skol e Rostrenn hag e vez nac’het digeriñ ur c’hlas e Bulad, gant 20 bugel enskrivet, a-benn an distro skol 2006…

UDB a zegas e skoazell da dud ar vugale ha da gelennerien ar skolioù-se a c’houl vije dalc’het ar post e Rostrenn ha digoret ur c’hlas divyezhek e Bulad a-benn distro skol 2006.

Evit ma ne vefe ket ken eus seurt degouezhioù ha ma vefe roet lañs da vat da gelennadurezh hor yezh, UDB Kreiz Breizh a c’halv hec’h izili hag he mignoned, hag an holl re n’int ket evit degemer politikerezh a-vremañ ar gouarnamant e-keñver ar brezhoneg da gemer perzh er vanifestadeg a vo e Roazhon d’an 3 a viz Mezheven 2006. Ar vanifestadeg-se vo aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh evit goulenn ma vo treuskaset galloudoù hag arc’hant da Guzul Rannvro Breizh, evit ober war-dro kelennadurezh ar brezhoneg ha sevenadur hor Bro. Evit UDB, peogwir e laosk ar Stad an traoù da vont da fall, eo d’ar Vretoned ha da zilennidi Kuzul Rannvro Breizh da zivizout eus dazont ar brezhoneg.

Kuzul Rannvro Breizh n’eus ket nag an arc’hant nag ar galloudoù rekis evit dont a-benn da seveniñ ar politikerezh yezh youlek bet embannet gantañ. Neuze, e c’houlennomp diganeoc’h , Aotrou Le Drian, prezidant ar C’huzul Rannvro, ha deoc’h-c’hwi ivez, Itronezed ha Aotrounien kuzulierien rannvro, da c’houlenn groñs digant ar Stad an treuzkas galloudoù hag an arc’hant rekis, da c’hellout kas da benn vat, hag evit gwir, hor steuñv diorren ar brezhoneg. N’eo nemet gant ar galon hag ar youl politikel-se eus o ferzh e vo moaien kreñvaat al labour kaset da benn vat war tachenn an divyezhegezh gant kêrioù zo eus Kreiz Breizh, evel Karaez ha Rostrenn… Aze emañ an dalc’h, evit dazont hor yezh, hag ar c’hred a c’hellomp-ni kaout en o youl politikel.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Samedi 4 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.