Galv da bredeg àr dem ar livioù - Sizhunvezh ar brezhoneg

Communiqué de presse publié le 22/12/15 11:33 dans Langues de Bretagne par Olivier Berson pour Ti Douar Alre
t:1
https://abp.bzh/thumbs/39/39180/39180_1.png
Galv da bredeg àr dem al livioù

Un devezh-studi e brezhoneg àr ar livioù a vo dalc'het d'an 19 a viz Meurzh. Kemerit perzh !

Èl e miz Gouel-Mikael 2012, e miz Imbrilh 2014 ha 2015 e vo dalc'het un devezh-studi e brezhoneg penn-dre-benn, e-ser Sizhuniad ar brezhoneg 2016. Jubennet e vo razh ar c'homzoù àr ar prim e galleg, avat.

Hag an tem dibabet ar blez-mañ eo ar livioù. Pellgargit ar galv da bredeg amañ e-dan, neuze, ha kasit deomp ho kinnig e-raok ar 1añ a viz C'hwevrer !

Aozet get Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna.

Eurioù : 9 e - 5 e 30

Lec'h : lise labour-douar Kerplouz LaSalle, en Alre.

Evit netra.