Nijet kuit, al labousig...

Communiqué de presse publié le 16/11/15 23:08 dans Nécrologie par Fanny Chauffin pour FC
t:1
https://abp.bzh/thumbs/38/38908/38908_1.jpg
Castric MF

Aktourez a feson, konterez, Marie-Françoise Castric zo aet kuit, dija, skañv evel ar perzhioù graet ganti alies...

Kelennerez e oa bet e bro Kemperle. C'hoariva he doa graet gant Strollad Penn ar bed. Evit stajoù c'hoariva war ar prim e ouie souezhañ ar re yaouankañ gant doareoù dic'hortoz hag alies hardizoc'h eget o re. Kad da ijin meur a istor graet he doa bet meur a gonkour konterien, aet da Bondi gant daou istor : unan ijinet evit Taol Kurun hag egile,istor un tad gant "seizh brec'h" atav gant e urzhiataer, e I-pod, e voullerezh... Met amzer ebet evit e mab...

Brezhonegerez a-vihanig eus bro Vigouden hon eus kollet aze unan eus mouezhioù kaer Kerne...


Vos commentaires :
Mardi 14 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 1 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.