Barzaz Breiz e Maner Kernot : lennegezh Breizh e dilhad Sul

Communiqué de presse publié le 13/11/15 22:31 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

200 a dud, 11 prezegenner brudet, sinema, abadenn Yann-Fañch Kemener, abadenn gant Marthe Vassalo....

Met piv e oa Kervarker : un arkeologour, ur politikour, ur brezhoneger ? Pep perzhiad a zistroio d'ar ger gant ar respontoù roet gant kelennerien skol veur deuet da Vaner Kernod evit prezegenniñ e-pad daou zevezh.

Ur sapre labour a zo bet kaset gant ar CRBC evit prientiñ, embann, aozañ... ha danvez a zo evit klaskerien an dazont hag evit ar re sot gant an istor, gant istor ar Barzaz Breiz.

E Kemperle, evit deiz-ha-bloaz ganedigezh Kervarker oa bet lidet an den meur gant meur a dra : traoù brav ha simpl evit beilhadegoù e Maner Kernod gant konterien ha kanerien brezhonegerien holl, bugale o teskiñ kontañ «dek den b'ar boden ui» e skol Diwan Kemperle, ar c'hollog e Kernod, ha traoù drol un tamm evel un abadenn e galleg penn da benn...

Evel al levr «Barzaz Breiz» an ti-embann Coop Breizh gant ger ebet e brezhoneg e-barzh. Geo, geo, an titl... Hag hiziv an deiz evit an neb a garfe anavezout oberenn Kervarker e brezhoneg ? Adembann ebet, siwazh...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 4 ?