Kenstrivadeg Haiku Taol Kurun : 57 resevet; 27 e brezhoneg

Communiqué de presse publié le 2/11/15 23:33 dans Littérature par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin
https://abp.bzh/thumbs/38/38795/38795_1.jpg
aquarelle henri riviere

D'ho touchennaouegoù ! Skrivañ un haiku diwar-benn an avel, 5/7/5 silabenn kaset war al lec'hienn : (voir le site)

Chom a ra neuze daou vizvezh evit skrivañ tri haiku en galleg, tri haiku e brezhoneg pe dri haiku e gallaoueg. Dibabet hon eus un nebeut re evit diskouez deoc'h n'eo ket un haiku un dra a gomz eus un dra bennak «dre vras» : ret eo bevañ, en un doare hiniennel-tre un dra bennak liammet gant an avel...

«Dindan al loar,

a-dreuz d'al lannoù glas,

ur red avel-vor.»

«Me war velo

ur valafenn o nijal

an avel o kanañ. »

«Gant ma mignoned

o c'hoari bleiz gant

an avel dous. »


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 6 ?