Taol grenn war dazont politikerezh ar brezhoneg e Breizh : re sioul an dud ?

Communiqué de presse publié le 25/10/15 23:09 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Andre Lavanant, Tangi Louarn, Stephanie Stoll ha Yves-Marie Derbrée : un daol grenn buhezet gant Mikael Baudu

Un hanterkant bennak a dud er sal, brezhoneg ba genou an dud, dre chañs, daoust d'an dafar treiñ a vanke evit an nann-vrezhonegerien.

Kreñv oa komzoù ar re yaouank e beg Yves-Marie, gant ar c'hoant e yafe buanoc'h an traoù, en un doare efedusoc'h. Stephanie Stoll a lavare pegen diaes e oa kaout postoù, mont war raok evit Diwan, goulenn an aluzenn... Gant André emañ an tu kleiz war an hent fall.

Hag evit Tangi Louarn, eo ivez d'ar re a gomz brezhoneg bemdez, er familh, evit al labour, da labourat gwelloc'h kenetrezo : n'eus ket mui eus an UGB (Unvaniezh ar Gelennerien war ar brezhoneg), ar strategiezh da gas asambles n'eo ket resis a-walc'h...

Ha goude, da noz, dirak kreizenn Glenmor leun c'hoazh a dud oc'h eskemm, o komz brezhoneg dirak ur banne pe o renkañ al levrioù e koufr ar girri-tan, e oa ar re gozh hag ar re yaouank o kenderc'hel da sevel raktresoù.

Goude ur vanifestadeg un tamm c'hwitet (2000 pa oa 15000 e Kemper...) e vo ret d'ar vrezhonegerien dihuniñ ha mont pelloc'h evit cheñch penn d'ar vazh.

Ha kavout an doare efedusañ da gaout ur bolitikerezh yezh a yafe pelloc'h, mod-all e teuio da wir diougan Nolwenn Korbell da vintin, hag a oa o keñveriañ ar brezhoneg ouzh ur voger maen... kouezhet en he boul... Poent eo adsevel anezhi.


Vos commentaires :
yanneutch
Dimanche 22 décembre 2024
Un «tamm» c'hwitet hepken ?
Ma, setu ar wezh kentañ din lenn a-benn ar fin ez eo bet c'hwitet... An Emsavblishment a glask touellañ an dud, hag an dud a hañval bezañ plijet gant an touell.

Anti-spam : Combien font 2 multiplié par 0 ?