Ur pezh c'hoari nevez evit ar vugale

Communiqué de presse publié le 24/10/15 22:30 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

C'hoarzhadegoù ar vugale e Karaez, 80 a dud o sellout ouzh krouidigezh nevez la Obra : brav e oa an abadenn !

Daou c'hoarier efedus, soupl, kanerien, graet ganto pep tra : an istor, ar ginkladurioù, ar sonerezh, ar c'hanaouennoù...

Gant Tifenn, c'hoarierez strollad Ar Vro Bagan, Parititio... hag Erwan Hemeury, konter ha soner e oa bet ijinet istor daou vignon a ya da foetañ bro evit adkavout bolotenn ruz ar vamm-gozh...

Dezho neuze da dreuziñ teir bro, hini e lec'h e vez graet «ar pezh a garit», evel konsumerien ar bed a-vremañ, o sellout ouzh ar skinwel, ha Nena ne c'hell ket mui paouez da zañsal...

E bro ar brezel eo gwasoc'h c'hoazh met dont a rint a-benn da vont betek bro an avaloù... Fentus, c'hoariet brav, pedit anezho evit kontañ marvailhoù d'ar re vras ha d'ar re vunut !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 6 ?