An teulfilm « Kurdistan, Huñvreal an Nevez-amzer » war France 3 Breizh d'ar 25 a viz Here da 1

Communiqué de presse publié le 23/10/15 15:13 dans Politique par André Métayer pour André Métayer
https://abp.bzh/thumbs/38/38693/38693_1.jpg
ANNONCE du film sur FR3

Teulfilm 52 mn - Sevenet gant Mikael Baudu - Kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3 Breizh

Ur road movie a gas ac'hanomp da heul Gael le Ny, ul luc'hskeudenner ezel eus Keneildedoù Kurd Breizh. D'e heul hag e gamaladed e kroger gant ur c'hest evit dizoloiñ ar Gurded en o stourm evit ijinañ an demokratelezh en o bro. Loc'hañ a reer eus Diyarbakir, kêr-benn Kurdistan Turkia, ur vro a glaske c'hoazh e miz Ebrel 2015, treiñ ar bajenn gant poan, goude bloavezhioù a vrezel gant an arme turk. En ur dremen dre kampoù e lec'h m'o deus ar repuidi bevet ar pezh a c'hell diskouez mab-den pa vez en e euzhusañ, ez aer betek talbenn ar brezel etre Kurded Siria ha Daesh, e-mesk paotred ha merc'hed yaouank, a vez o stourm evit argas ar varbariezh ha krouiñ un demokratelezh nevez a rofe plas d'an holl plac'h pe paotr, kurd, arab pe armenian, muzulman pe gristen. Nevez-amzer Kurdistan a reont eus ar stourm- se.

Ur film gant Mikael Baudu ha Stephane Gaouyer, kenbroduet gant Gwengolo Filmoù ha France 3.