Ken Tuch' Bourmaji…

Agenda publié le 21/10/15 16:37 dans Media et Internet par Corinne ar Mero pour Corinne ar Mero
https://abp.bzh/thumbs/38/38671/38671_1.jpg
Ken Tuch' Koulzad 4 : Bourmaji
https://abp.bzh/thumbs/38/38671/38671_2.jpg
Ken Tuch' Bourmaji – Koulzad 4

Plijet-bras on o kemenn deoc'h 'vo gwelet rann gentañ koulzad nevez Ken Tuch' (voir le site) 'benn digwener war Bwb !
 Ha 'blam ma ra vad-hardî kaout plijadur, 'kuita ? émoticône tongue, on plijet ivez o roiñ bri amañ, pa 'c'h eo gleet dezhe, d'ar skipailh en doa ribou… en doa labouret tenn ha sirius-spontus, soñjit 'ta, evit gellet taolenniñ buhez diroll ur vandennad c'heu… ken sirius all. émoticône smile

Krogomp gant ar penn-kentañ : e deroù Ken Tuch' zo bet Brezhoweb ha Dizale, bodet gante skridaozourien, un toullad komedianed ha teknisianed dir war o zalioù. Ha ret 'oa kaout 'vit mont war un hent nevez hag arvarus 'giz hemañ, pa 'oa yaouank c'hoazh bed ar c'hleweled e brezhoneg !
Hañ ? Ok, dinozaored.

Sell aze ar familh dinozaored neuze, kemeret perzh ganti e pevarvet koulzad Ken Tuch' :

• Deus tu Dizale, Jean-Mari Olivier, paotr ar son, a c'hallit fiziañ ho tivskouarn ennañ pa garit : goût 'ra an doare, da vat !
Nevez-deut 'ba 'r jeu, Nolwenn Guignard, he deus bet klasket tennañ ar stoufoù zo 'ba skouarnioù zo, da lâret eo, lakaet istitloù e galleg 'vit ar re n'int ket kap da glevet brezhoneg (c'hoazh ?) émoticône tongue

• Deus tu Brezhoweb, Lionel Buannic, bet gantañ soñj kentañ Ken Tuch' ha chomet kenbroduour a-hed ar c'houlzadoù hag ar gwagennadoù studierien dirollet. Evit ar c'houlzad 4, n'en deus ket ankouaet kaout seizh-ugent soñj ar vunutenn. Gantañ eo bet kaset ar bet-studierien d'o «Boboland»

• Deus tu ar skipailh war an dachenn-filmañ :
– Ar skridaozourien, Goulwena an Henaff hag Etienne Strubel. Penaos an diaoul 'reont 'vit delc'hen da gaout kement-se a soñjoù farsus ?
– Ar gomedianed, anat deoc'h : Goulwena an Henaff (fe' ya !), Tangi Simon, Riwal Kermarrec, Marion Gwenn, Klet Beyer. Ezhomm 'vefe c'hoazh da lâret pegen donezonet eo ar re-se ? Moarvat sur, dres e-giz an 'ni nevez-deut 'ba familh Ken Tuch', Tifenn Lineatte. Bezit prest da vezañ souezhet ganti ivez !
– Dinozaor all, hag e-tal kichen ar gomedianed dalc'hmat hag o heñchañ 'nezhe, Laors Skavenneg, en doa diskouezet ouzhpenn bezañ paotr e vil vicher ha skoazellet da vat ar sevenour. Da «Bourmaji» eo aet «Boboland», a-drugarez d'e ijin dezhañ…

E-mesk ar re nevez 'ba 'n taol, Dominique Direr, karget da broduiñ 'ba ti Plurielle, en doa prientet pep tra, savet pezh a vanke, ha moumounet an holl da vare ar filmañ, hag a-bouez-kaer eo goût ober an dra-se. Kouezhet eo abaoe 'ba chidourenn ar brezhoneg, brav ! Frédéric Rouault, deus ar memes ti-produiñ, a-dreñv d'ar c'hamera, ha frammer ouzhpenn, hag ijinet gantañ ivez logo ar c'houlzad. Delc'hen 'ra d'en em gannañ gant un nebeud gerioù brezhoneg, met dont 'ray a-benn dioute, sur ha n'eo ket marteze ! Dalc'het he doa Josephine Le Pezennec da c'hoari, ur c'hustum eo ganti, 'ouiit a-walc'h, gant a bep seurt bitrakoù deus Bro-Gwened ne vije ket ar c'houlzad-mañ memes mod hepte.

Evel-just, merzhet 'vo ganeoc'h al labour soutil war ar gouleier hag an ambiañs ispisial a sav da heul. Mestr ar gouleier ha war peurlipat ar skeudennoù eo Avel Corre, deut da brestiñ e lagad lemm d'ar c'houlzad-mañ.
Ha Youenn Chapalain, bet prestet da Bwb gantañ, war ar bajenn-mañ, ar fotoioù kaer en doa tennet war dachenn ar filmañ, ouzhpenn al labour sevenour war an holl rannoù.

Ha ne vo ket ankouaet den ebet : dilhad an tudennoù n'int ket bet choazet dre zegouezh tamm ebet, a-drugarez da Emmanuelle Margarita, ha pintet eo bet ar gomedianed a-feson gant bizied lemm Sylia Coiffard, a oa 'ba 'n taol dija er c'houlzad 3. Ur skoazell brizius d'ar sevenour eo bet Géraldine Tréhin ha Laurys Corfmat, memor bev kement tra a c'hoarveze war al leurenn filmañ. Tremenet eo Lucie Hamon met moarvat n'ankouao ket ar perzh he deus bet. Mann 'met merc'hed chichant hag efedus ! Ha Frédéric Hamelin en doa klokaet ar son da vare ar peurbroduiñ.

Mersi bras d'an holl re-se da rannañ o soñjoù, o donezon, ha da roiñ da welet e vever traoù kaer, farsus, dirollet, hag e c'haller kaout a bep seurt fromoù e brezhoneg ivez, divezh, ya 'vat ! 
Ken Tuch' Bourmaji n'aio ket da goll : etre ho taouarn emañ bremañ, anfin, dindan ho taoulagad a-raok pell, war Brezhoweb !

Trugarez ivez da Rannvro Breizh, o roiñ skoazell abaoe ar penn-kentañ (met ne vo ket kredet ober «dinozaored» dioute, memestra ! :p), ha da Bascal Goyet, Plurielle Productions.

Ma, daou zevezh da c'hortoz c'hoazh… Pasianted, war an hent emaint !

Ken tuch' !

Corinne ar Mero evit Brezhoweb, ar chadenn TV nemeti e brezhoneg penn-da-benn ! (voir le site)


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 3 multiplié par 8 ?