Ul levrig nevez skrivet gant Katell Chantreau

Communiqué de presse publié le 19/10/15 23:58 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Un istor a vez bevet gant ur bern familhoù pa vez laou war benn ar vugale...

Pevar istor, pevar levrig. Gant an dastumadeg «Priz ar vugale», kroget e 2008, o deus ar re vihan a grog da lenn 37 levr bihan da lenn, fentus alies. Un istor kontet gant ar re vihan evit ar re vihan. Ar bloaz-mañ e vo kinniget d'ar vugale un istor e bro Japan gant «Bugel ar glav» (Mai Ewen), istor dousig nevez un tad-kozh skrivet gant Myriam Guillevic, hag hini Laurence Lavrand gant avanturioù un avank yaouank.

Hag evit plijadur ar re vras hag ar re vihan, setu enrolladenn Sten Charbonneau. A-wechoù e lenn e-unan, a-wechoù e vez klevet mouezh Suliana («Haruto» ha «Bugel ar glav»), ha mouezh familh ar Gall mamm, tad ha merc'h e «Dousig tad kozh».

Evit tout ar re a yelo war stand Keit Vimp Bev er saloñs e vo moaien da bellgargañ an istorioù. Kasit ho alc'houez USB !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 4 ?