Spont er choad

Présentation de livre publié le 13/10/15 10:54 dans Cultures par Erwan ar Menn pour Erwan ar Menn
https://abp.bzh/thumbs/38/38576/38576_1.jpg
Golo Spont er choad

Nevez embannet gant Aber :

SPONT ER C'HOAD

Romant polis

Gant Mary Robinson

Mikael Jan, kazetenner, en deus dizoloet dougad ur

muntr kuzh c'hoarvezet e koadoù an departamant.

Bep sadorn ez a Aela, he nizez, d’ar c'hrogad rugbi gantañ. Met pa stok ouzh e zor an dro-mañ, den ne respont. Iskis ! Petra zo c'hoarvezet gantañ ? Disonjet gantañ ? Aet kuit araozi ? Biskoazh ! Ha petra zo gant e gi ivez ? Pep tra zo posupl… Pep tra ? Ya !

Met betek an dra-se memes tra ! Gant sikour Boulig ez a Aela war roudoù enklask he zonton.

Mary Robinson zo anv strollad skolidi Kelc'hiad 3

Diwan Sant-Brieg. Tresañ ha skrivañ a blij dezhi met ne blij ket dezhi al labour-skol.

He romant-polis kentañ, skrivet ha skeudennet ganti, eo. Lennet he deus kalz a romantoù-polis a-raok hag anavezout a ra mat Aodoù-an-Arvor.

Kavout a ra brav c'hoari rugbi, mell-droad ha

marc'hegañ. C'hoant he deus da vont da chom, un deiz, e

Madagaskar.

Priz : 8 ¤ ISBN 978-2-916845-29-6

Aber a gemero perzh evel boaz e Saloñs al Levrioù e Karaez dan 24-25 Here.

An aozourion a vo war ar stand evit sinañ o oberoù.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?