Klemm Skol-Veur Kreistez Breizh : Ur stourmer galvet e komiserdi Gwened d'ar Merc'her 14 a viz Here, galv d'ur bodad souten.

Communiqué de presse publié le 12/10/15 18:59 dans Langues de Bretagne par Collectif pour Ai\'ta ! Bro Gwened
t:1
https://abp.bzh/thumbs/38/38568/38568_1.jpg
UBS université de Bretagne Sud

E-kerzh gouel etrekeltiek diwezhañ en Oriant e oa bet kaset un oberenn arouezel dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh gant totemoù panellerezh disammet evit goulenn aotregezhioù e brezhoneg hag ur stummadur evit an danvez skolaerien divyezhek.

Evel respont d'hor goulennoù emgav eo bet savet klemm evit laeroñsi gant skol-veur kreistez Breizh. Galvet e vo neuze ur stourmer eus Ai'ta ! e komiserdi Gwened d'ar Merc'her 14 a viz Here (boulouard ar peoc'h).

Tenniñ a ra d'ul liv dibar ar galvadenn-se rak an deiz warlerc'h e vo votet ar c'henemglev war yezhoù Breizh etre ar Stad hag ar Rannvro, rakwelet e emglev dazont evit Breizh e 2013 (sellet ouzh hor lizher digor kaset da zilennidi ar rannvro ha d'an dud war ar renk evit an dilennadegoù rannvro (voir le site)

Kuzul Sevenadurel Breizh en deus reit evit ar wezh kentañ un ali a-enep war un destenn kinniget gant ar rannvro en ur zisklêriiñ ne oa ket tu da siniñ testenn ar c'henemglev evel m'emañ. Meneget en deus ivez « e vefe hetabl ma vo kinniget studioù skol-veuriek war ar brezhoneg d'he studierien gant skol-veur kreistez Breizh» (skol-veur kreistez Breizh ne gemero ket perzh er c'henemglev e kemm gant skolioù-meur Breizh all evel skol-veur Breizh Izel ha Roazhon 2).

Evit an abegoù-mañ e c'halv ar strollad Ai'ta ! da gemer perzh d'ur bodad souten dirak ar c'homiserdi d'ar Merc'her 14 a viz Here adalek 2 e 30 goude merenn.


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 5 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.