Ar Gêr Vras, c'hoariva e brezhoneg evit ar re vihan (hag ar re vras !) e Pluvergad

Agenda publié le 12/10/15 18:58 dans Cultures par Olivier Berson pour Ti Douar Alre
t:1
https://abp.bzh/thumbs/38/38563/38563_1.jpg
"Ar Gêr Vras", Strollad Ar Vro Bagan.

A-benn an 28 a viz Here (da 6e30 noz) - da geñver gouelioù Un automne autrement 2015 - e tay Strollad ar Vro Bagan e Pluvergad e sal an Erminiged da ginnig o fezh-c'hoari evit ar vugale (etre 6 ha 12 vlez) : Ar Gêr Vras.

Kontiñ a ra istor ur c'haner o vevañ en un doare reuzeudik-kenañ en ur gêr vras : deut 'oa di da gaout bara da zebriñ hag ur vuhez welloc'h. En em gavout a ra gant ur plac'h yaouank tec'het kuit eus he bro abalamour d'ar brezel. Di-baper eo ha klask 'zo warni. Eskemm a raint o sevenadurioù, o yezhoù, o istor. Ar c'haner, a-raok mervel, a zesko e arz d'ar plac'h yaouank.

Ur pezh o komz a demoù a-vremañ an hini eo. Emañ diwar-benn an harlu hag ar pontoù a c'hell bezañ savet etre kevredigezhioù ha tud disheñvel o yezhoù hag o sevenadurioù dezhe.


Vos commentaires :
Lundi 29 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 9 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.