Pa vez roet ul liv romantel d'ur film...

Communiqué de presse publié le 29/09/15 22:54 dans Cultures par Fanny Chauffin pour FC
t:0

"Roz-mouk ar c'huzh heol... livioù romantelezh ar Barzaz Breizh" Setu komzoù Ronan Hirrien, ur sevener brudet e bed an teulfilmoù evit Frañs 3 Breizh.

Anavezout a ra mat hag al lennegezh dre gomz ha bro Finland. Evit ar film-mañ eo bet o welet Breizhiz - Yann-Fañch Kemener, Brigitte Kloareg, Loïc Jadé – ha Finlandiz – Pekka Huttu-Hiltunen, Kristina Kuusisto – evit klask aesaat treuzkas ar glad kanet e brezhoneg, hag e finneg e Karelia Finland ha Rusia. Kement-mañ tost da zaou c’hant vloaz goude ma oa bet lakaet war wel ar gwerzioù kozh gant lenneien, e penn-kentañ an XIXvet kantved, pa voe embannet ar C'halevala e 1835, bet dastumet e Karelia, hag ar « Barzaz Breiz » e 1839, bet dastumet e Breizh. Eus ur festival d’unan all, eus ur gentel d’unan all e reomp anaoudegezh gant ar glad kanet-se hag e klaskomp gouzout perak ha penaos treuzkas ar memor kanet d’ar vugale koulz ha d’ar re vras.

Bugale e bro Vigouden o kanañ Gousperoù ar raned ha tud kozh o kanañ e finneg en doa lakaet Ronan en e istor. Kroget gant ur c'huzh-heol, fin ur bed, hag echu gant ur sav-heol, levezonet kalz gant an "Nuit celtique" savet gant Donatien Laurent ha Mikael Treger, setu ur film leun a skeudennoù da gompren tamm ha tamm.

Kinniget oa bet da Ronan e-pad an eskemmoù zo bet goude skignadenn ar film sevel un doare mouezh off evit mont donoc'h e danvez ur film pinvidik a gomz eus div oberenn bennañ sevenadurioù Finland ha Breizh : ar C'halevala hag ar Barzaz Breizh.

Gant Ronan ez eus bet sevenet ur film nevez diwar-benn an haiku, barzhoniezh ar brimded (ha n'eo ket barzhoniezh ar memor evel ma oa e "Pa guzh an heol") a vo skignet e gouel al levrioù d'ar sadorn 24/10 da 6e e sinema "ar C'hazeg c'hlas", e kichen ar saloñs (ha war France 3 d'ar sul 8 a viz Du da 11e vintin). Goude "Paotred al loc'h" ur film fromus ken-ken, setu bloavezh Ronan Hirrien o kenderc'hel...


Vos commentaires :
Jeudi 2 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 8 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.