Dindan glav spontus miz Eost, dindan heol tomm berv kreisteiz bro C'hall tro Alternatiba a echuo e Paris e fin ar miz
Ha posubl eo un hent all evit pas mont en un hent dall ? Setu stourmerien Alternatiba oc'h ober berzh, tammig ha tammig, a-hed an hent.
Cheñch hon doare da vevañ, dispign nebeutoc'h, prenañ boued produet e Breizh hag e lec'h emaomp o chom o toujañ ouzh an en dro hag ouzh an dud o deus produet ar boued-mañ, setu ar pezh o deus c'hoant treuzkas d'an holl.
Hag an energiezh ? Penaos mont war raok, evel o doa graet an Alamanted evit produiñ tredan a-drugarez d'an heol, e pep ti ? Penaos e c'hell Breizh bout emren ma vo produet al lod brasañ eus e dredan e maez eus Breizh, ha gant energiezh nukleel ouzhpenn ?
■