Teir c'hanerez brudet aterset er FIL

Communiqué de presse publié le 17/08/15 22:16 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Nolùen ar Vuhé, Annie Ebrel, Marthe Vassalo : ar blijadur da ganañ asambles

Pep hini he mod, pep hini he doare da ganañ ha da vout war ul leurenn. Abaoe bloavezhioù emañ an teir maouez-mañ e penn ar c'han hengounel e Breizh. Piv, e touez ar ganerien ha kanerezed yaouank, n'en deus ket desket ur wech da nebeutañ un ton kanet gante ?

Bremañ, a-drugarez dezho kredapl, zo bet ganet ur remziad yaouankoc'h evel Rozenn Taleg, Gael Lorcy, Enora de Parscau, Angela Lorho-Pasco, Barba Loutig, hag ur bern reoù all c'hoazh.

Chik ha cheur e oa «Teir», ar bladenn gentañ aozet gant an teir c'homer. A-benn nebeut e vo fardet unan nevez. Gant hengoun mod bro Dreger, hini Lokoal Mendon, hag hini bro Annie, etre plinn ha fañch.

Setu «al laouelanig» kinniget gante, o veskañ modoù disheñvel da ganañ ar sonenn brudet-mañ.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 3 ?