Konogan An Habask : pebezh soner !

Communiqué de presse publié le 14/08/15 12:02 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Degemeret e oa bet e strollad Pevar Lamm diriaou e Palais des Congrès : ul labour dispar hag ur penn soner a sav tonioù ha paozioù !

Leun chouk e oa Egor ar Morlu gant Carlos Nuñez an noz-mañ, met evit ar vrezhonegerien e oa un abadenn dreistordinal, e-barzh ur sal vihanoc'h, met kalz plijusoc'h e keñver ar son hag an abadenn... Aze, strass hag efed ebet : just talvoudegezh ul labour kaset da benn abaoe penn, goude bloavezhioù labour e strollad fest-noz Startijenn. Dre ma z'eo ar brezhoneg e yezh vamm e c'hell kinnig Konogan an holl donioù e yezh ar vro hag aozañ paozioù evel hini war ar brezhoneg hag eben war ar garantez...

Ur gwir strollad etrekeltiek, gwriziennet e Breizh gant ur soner biniou-kozh, bombard,fleut ha uillean pipe a feson, sikouret gant sonerien dispar hag Elsa Corre, mouezh Douarnenez ha Galisia !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 1 multiplié par 3 ?