Gourdrouzet eo ar brezhoneg da vout skarzhet er Skol-veur Kreistez Breizh.
Er memes tro e kaver skolioù-meur brudet en estenvro èl Harvard pe Oxford é kelenn hor yezh pe é embann studiadennoù yezhel diàr ar brezhoneg.
Dilezet eo bet dija an dibab « Sevenadurezh broioù keltiek ha Breizh » er Skol-veur Kreistez Breizh. Gourdrouzet eo da vout diskaret da vat an dibab diret «Brezhoneg» krouet pa oa bet savet Skol-veur Kreistez Breizh 20 blez zo. Dilezet e vo neuze hor yezh d'ar mare ma vez lidet àr un ton bras deiz ha blez skol-veur Kreistez Breizh. Get ar vezh…
Kelennet eo bet an danvez-mañ get ur mestr-prezeger e-pad blezadoù. Dilamet eo bet ar post pad erlerc'hiet get ur vakataer é chañch bep blez. Titouroù àr an dibab brezhoneg nend eus ket anezhañ ken (netra embannet àr an dibab pe gwazhoc'h c'hoazh ur gwir digelaouiñ : kelaouet e veze ar studierion ne oa ket mui ag ar brezhoneg èl dibab en distro-skol 2013 da skouer).
Prezidant ar Skol-veur a gas ur gwir politikerezh evit skarzhiñ ar brezhoneg er-maez ag ar skol-veur, daoust en em ginnig eñ èl ur yezhoniour. (Sellet doc'h an trakt e 4 yezh skignet e-pad an oberenn).
Un oberenn arouezel hon eus kaset da benn e Gouel etrekeltiek An Oriant dirak stand Skol-veur Kreistez Breizh evit goulenn groñs pas hepken ar gwir da vout met ivez aotreegezhioù e brezhoneg er skol-veur ar Mor-Bihan hag evit an deskadurezh divyezhek. Hiziz an deiz e vez stummet an danvez gelennerion er skolioù-meur. Nend eus netra evit ar gelennerion divyezhek er Mor Bihan..
Daoust ma komzer adarre ag ar garta europat evit ar yezhoù rannvro pe bihanniver e Frañs , emañ treut-ki plas ar brezhoneg er gouel «etrekeltiek».
« Keltiek » ar gouel ? peadra da ziskrediñ seurt un dra ! «keltiek» a dalv ivez evit ar yezhoù keltiek. Ha ne gaver nameit ur plas a denn ag ar folkloraj evit ar yezhoù-se ha dreist holl evit ar brezhoneg er gouel !
■0