Aita en Oriant : hag ar brezhoneg e skolioù meur Breizh ?

Communiqué de presse publié le 10/08/15 10:05 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Divontet an «totemoù», peget warno pegsunioù, lakaet anezho e kreiz ar festival : met pegoulz e vo ur plas evit ar brezhoneg e skol-veur ?

Ur mor a dud en Oriant goude an dibunadeg veur : heol splann ha tud laouen, koeffoù ha ticheurtoù Aita mesket.

E kreiz tout e erruont gant totemoù skol veur an Oriant, e galleg tout. Daoust da digoradur ar skol veur a oa bet trubuilhet gant Aita dija, n'o doa ket cheñchet o folitikerezh yezh.

A-boan erru war al lec'h, setu prezidant skol veur ar Gwir e Gwened o tostaat : «Paour kaezh studerien war ar stand, n'o deus ket da vevañ seurt traoù».

Ha da arguzenniñ war lerc'h : «digoret'm eus e barzh ma skol veur prantadoù brezhoneg, met da betra servij lakaat muioc'h ? Perak brezhonekaat ar skol veur o lakaat traoù e div yezh ? Ha perak stummañ e brezhoneg an dud e pep campus ar vro ?»

Evit netra, aotrou Prezidant, just evit ober evel forzh peseurt pobl en deus ur yezh, evel e bro Iwerzhon, e Kerne Veur, e Kembre, e Manav...

Evit netra aotrou Prezidant, pa vez ur goulenn sokial gant ur c'hresk disehan e familhoù Breizh da adperc'hennañ ur yezh a oa tonket da vervel gant bugale e rummadoù divyezhek, gant bugale a vo liesyezhek, kad da gomz gant Kerneveuriz, Galisianiz, Asturianiz...

Ne vefe ket ho stourm evit an unyezehegezh, aotrou Prezidant, ur stourm echu kentoc'h ? Hag ouzhpenn da-se, ur stourm a ya a-enep gwirioù ar yezhoù minorelaet ?

Un emgav a a vo ar sizhun o tont etre Aita ha Jean Peter, prezidant skol veur An Oriant. Ra vo komprenet un devezh bennak talvoudegezh an divyezegezh e Breizh !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 5 multiplié par 3 ?