Darvoudoù erruet en devezhioù-mañ er Vro-ni

Communiqué de presse publié le 4/08/15 20:18 dans Politique par Gwenael Kaodan pour Gwenael Kaodan
https://abp.bzh/thumbs/38/38076/38076_1.jpg
logo

An AFB-EKB deus bodet e renerien e Pondi d'ar 1añ a viz Eost.

Ur vurev startijennet a zo bet zichennet.

Goude bezañ eskemmet mennozioù hag evezhiadennoù diwarbenn an darvoudoù erruet en devezhioù-mañ er Vro-ni, an izili o deus bet c'hoant da lavarout pegen divalo eo bet oberenn ar Strollad Sokialour evit ar Vretoned [nac'hañ ober an adunvaniezh, krizenn mantrus evit ar menajerien liammet war-eeun ouzh al linenn politikel estrenvroel divizet gant ar skipailh Hollande, domani ar mor laosket da goll, tailhoù a pep seurt o kouezhañ ken aze war chouk ar c'hlassoù-krenn hag an imbregerezhioù, kresk disehan an dilabour, bilañs divalo ar c'helennerezh (var. an deskadurezh) en Brezhoneg]. N'eus met un dra hag zo yac'h splann : an saverezh-tier war an aodoù evit an douristed. Ur skouerenn nevez-flamm : ar promoterion o lakaat o krabanoù war an domani Rimains, 'tal kichen Kankal.

Ur seblant fall ouzhpenn a zo bet roet dimp gant an disklaeriadenn ar C'huzul Stad evit enebiñ adarre ouzh Karta Europeel ar Yezhoù Bihan. Ar Stad gall a ziskouez splann he a jom daou-ha-daou gant an enebourien al liesterez yezhourel hag ar speredoù strizh. Peadra da heugiñ an Elsasiz, ar Vasked, ar Vretoned hag ar gomzerien o implij yezhoù all er Republik !

Komzet 'zo bet ivez diwarbenn an dilennadegoù rannvroel, 6 ha 13 a viz Kerzu. Ni zo kouezhet a-du evit disklaeriañ e miz Gwengolo, da geñver ur vodadeg all, peseurt joej (var. dibab) a vo graet gant an AFB-EKB.

Burev an EKB


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 8 ?