Festival Etrekeltiek : Kerne Veur hag Enez Manav

Communiqué de presse publié le 4/08/15 0:29 dans Festivals par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Broioù keltiek pedet ar bloaz-mañ en Oriant, an div vro a zo pell ha tost, ken brav an natur hag ar mor enno : Kerne Ceur hag Enez Vanav

N'eo ket souezhus-meurbed roll an abadennoù en Oriant ar bloaz-mañ. Kollet oa bet argant ar bloaz paseet gant ar festival c'hoazh, daoust d'an dud deuet niverus evit bloavezh bro Iwerzhon.

Neuze e vo ret paeañ 5 euro e lec'h 3 euro ar bloaz paseet ar badj evit gallout mont da zañsal war gae Breizh pe e sal Carnot. Ha ne vo ket gwelet krouidigezh diwezhañ Nolwenn Korbell, siwazh. Met aze vo Lleuwen Stefan (Kembre), Kreiz Breizh Akademi gant kordennoù forzh pegement, Denez Prigent, konkourioù, prezegennoù,... peadra da gejañ gant sevenadur broioù keltiek, ha yezhoù bihan Europa.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 4 ?