Gorsedd Digor e Brasparzh d'an 19 a viz Gouere 2015

Communiqué de presse publié le 21/07/15 10:42 dans Cultures par Ludovic Louboutin pour Ludovic Louboutin
https://abp.bzh/thumbs/37/37963/37963_2.jpg
Arc'hdrouiz kent Bro Gembre Jim Parc Nest, Barzhez Veur Kerne Veur Maureen Fuller, Drouiz Meur Breizh Per-Vari Kerloc'h araok lidoù ar C'hoursez digor e Brasparzh d'an 19 a viz Gouere 2015.
https://abp.bzh/thumbs/37/37963/37963_3.jpg
Arc'hdrouiz kent Bro Gembre Jim Parc Nest, Barzhez Veur Kerne Veur Maureen Fuller, Drouiz Meur Breizh Per-Vari Kerloc'h o kregiñ gant lid ar C'hoursez digor e Brasparzh d'an 19 a viz Gouere 2015.
https://abp.bzh/thumbs/37/37963/37963_4.jpg
Goursez digor 2015 e Brasparzh. Diskouezadur ar c'hleze ha diogeladur emañ ar peoc'h. An douger kleze a denn a-zarn ar c'hleze eus un drederann diouzh ar feur hag an drouiz meur a c'houlenn teir gwech : Hag ar peoc'h a zo ? Izili ar c'hoursez a respont teir gwech : Ya, peoc'h a zo.
https://abp.bzh/thumbs/37/37963/37963_5.jpg
Dindan banniel ar C'hoursez un ovizez nevez (sae glaz-gwer teñval) a zo bet degemeret er kelc'h nevet ar C'hoursez hag he deus graet he le.
https://abp.bzh/thumbs/37/37963/37963_6.jpg
Logo Goursez Vreizh.

E Brasparzh e oa bet kaset da benn lid-bloaz foran ]]Goursez Vreizh[[ (1), adalek 11 eur vintin, derc'hent-dec'h, war dachenn Sant Kaduan.

Kas a ra an Drouiz Meur ar kemennad-mañ hiziv Trugarez adarre d'an oll o deus kemeret perzh en devezh brav-eston mañ.

Setu e brezegenn war ar maen-log (e pdf).

A-wel da, evel peb bloaz, dileuridi d'an diou gorsedd all. Deuet diouzh an tu all da Vor Breizh oa Jim Parc Nest (3) bet arc'hdrouiz Bro Gembre (4), ha Maureen Fuller (5) Barzhez Veur ar Goursez Kerne Veur pe [[[Gorsedh Kernow]]] (6).

.

Notennoù

(1) (voir le site)  teiryezhek d'ar C'hoursez, pajenn e brezhoneg. Gant ar brezegenn troet e galleg hag e saozneg (klikañ war ar baniel).

.

(2) Lidoù ar C'hoursez e Breizh :

- (voir le site) digant ar Parisien, 21 a viz Gouere 2015, gant Yves Pouchard, titl Finistère : le grand rendez-vous des druides, gant ur foto.

- (voir le site) digant Ouest France, 21 a viz Gouere 2014, a gont e galleg diwarbenn lid 2014, titl Gorsedd etre lidoù ha adreizhadur tachenadel.

- (voir le site) digant Ouest France a gemenn lid 2014 (ur foto 2013 gantañ).

- (voir notre article) pennad-skrid e saozneg diwar al lid 2012 gant ur video : Goude al lid Mick Paynter, Barzh Meur ar C'hoursez Kerne Veur adalek 2009, barzh ha stourmer... ha Penri Roberts, drouiz e Goursez Bro Gembre, a gont da ABP buhez o Gourzezoù.

- (voir notre article) : Per-Vari Kerloc'h, drouiz meur, pennad-skrid al lid 2012 gant 4 foto ha 2 video d'ar prezegenn e brezhoneg gant an Drouiz meur war ar maen log.

- (voir notre article) pennad-skrid al lid 2012 gant 14 foto, 1 video frammet gant arroudoù : 2 munutenn enni.

- (voir notre article) e 2009, kantved deiz-ha-bloaz C'hoursez Vreizh gant ar brezegenn troet e galleg hag embannet en he fezh.

.

(3) Arc'hdrouiz : (voir le site) d'ar C'hoursez kembreat pe Gorsedd Cymru, pajenn an arc'hdrouized ha regalia.

.

(4) (voir le site) ar C'hoursez kembreat pe Gorsedd y Beirdd. E kembraeg emañ hepken. (voir le site) evit ur 6 mun prezegenn e kembraeg.

Gwelout ivez Gorsedd y Beirdd (voir le site) e kembraeg.

.

(5) Maureen Fuller (voir le site) d'ar Cornish Guardian e saozneg, diwarbenn he dilennadur. Ha (voir le site) digant Ouest France diwar Maureen bezant al lid 2013 en Arc'hanaoù.

.

(6) (voir le site) d'an Gorsedh Kernow e kerneweg. Ha (voir le site) e gembraeg, diou yezh predenek tost-tre d'ar brezhoneg.

.

(7) Pêr-Vari Kerloc'h

(voir le site) e galleg. Digant ar Télégramme. Titl : Gorsedd. Per Vari Kerloc'h dilennet drouiz meur Breizh, 26 a viz C'hwevrer 2008.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 0 multiplié par 1 ?