Ar plas kenta evit Mouezh Paotred Breizh e Kampionad Breizh al Lazou-Kana

Communiqué de presse publié le 17/07/15 11:06 dans Cultures par Jos Riou pour Jos Riou
https://abp.bzh/thumbs/37/37928/37928_1.jpg
Mouezh Paotred Brerizh e Iliz Intel (56

Mouezh Paotred Breizh an titl a G/Kampion Breizh 2015, da geñver Kampionad Breizh al Lazou-Kana, Aozet gand ar Hevread Kanomp Breizh, d'ar 14 a

Gand eun notenn a 17,38/20, hag ar plas kenta e kenstrivadeg rummad kenta al lazou-kana e brezoneg, en em ziskouez a ra Mouezh Paotred Breizh a vloaz da vloaz evel eur daveen a dalvoudegez er han liez-mouezieg e Breiz.

An trede gwech eo evid Mouezh Paotred Breizh tapoud ar maout er hampionad (2008, 2012 ha 2015). Roet eo bet d'al laz-kana priz ar grouidigez e 2013, evid ar ganenn-veur « Kan glaz ar sklerijenn ».

An titl-ze a G/Kampion Breizh 2015 a zo, evid Mouezh Paotred Breizh, frouez al labour kaset a-benn a-hed ar bloaz gand ar ganerien hag ar zonerien. Anavezet eo ivez al labour dispar a zo bet sevenet gand Jean-Marie-Airault, a vez o ren ar hor abaoe 20 vloaz.

Kana a raio Mouezh Paotred Breizh d'ar zul 19 a viz gouere, da 5 eur goudelein, e chapel Kervaria an Iskuit e Plouha (22).

Derveziou an abadennou all a vo kavet war : (voir le site) des concerts.html


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 9 multiplié par 2 ?