Ur romant polis mod nevez da vout embannet e miz Here

Communiqué de presse publié le 12/07/15 20:10 dans Littérature par Fanny Chauffin pour FC
t:0

Gant Jakez Erwan oa bet skrivet ur bern romantoù evit ar yaouankiz, met barrek eo evit sevel un istor a vremañ diwar-benn ar mafia

Evit "Katrina" embannet e 2007 e oa bet memes mod : levezonet oa bet Jakez Erwan Mouton gant un darvoud c'hoarvezet en Amerika.

Ar wech-mañ eo lazhadeg ur vaouezh en Italia en doa lakaet anezhañ da skrivañ un istor a gont darvoudoù kriz kontet en un doare "romant polis ti-gar", 150 000 sin, met skuizhder ebet evit al lenner, o heuliañ ar Mafia en un doare skrivañ dic'hortoz.

Setu un atersadenn gant ar skrivagner, o c'hortoz an embann evit Priz ar Yaouankiz, evit krennarded al lise ha lennerien a bep seurt oad...

Levrlennadur Jakez Erwan Mouton :

* Kammejou kenta, un dastumad barzhonegoù bet embannet gant Brud Nevez e 1990.

* Amba Odou, ur rentañ-kont eus div veaj en doa graet e Mali, skrivet kevret gant Marie-Christine Waterkein hag embannet gant Emgleo Breiz e 1995, 127 p., ISBN 978-2-86775-150-9

* Mignon d'ar Sklaved, ur romant bet embannet gant Keit Vimp Bev 2005, 96 p., ISBN 978-2-86824-066-8. Aet oa eil priz ar yaouankiz er rummad 6vet/5vet klas gantañ e 2005.

* Katrina, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 52 p. Kentañ priz ar Yaouankiz 2007.

* Diougan Ketzalkoatl, emb. Keit Vimp Bev, 2007, 72 p., ISBN 978-2-86824-096-5. Eil priz ar Yaouankiz 2007.

* Ar C'hraken, emb. Keit Vimp Bev, 2009, 78 p., ISBN 978-2-86824-129-8.

* Ar Gitar Tredan, emb. An Alarc'h, 2010, 100 p.

* An Doubl, emb. Emgleo Breiz, 2010, ISBN 978-2-35974-005-9

* No Pasaran emb. Keit Vimp Bev, 2014, ISBN 978-2-86824-211-2

* Stourm ha Karantez, em. Keit Vimp Bev, Priz ar Yaouankiz 2015 4re/lise.


Vos commentaires :
Mercredi 1 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 1 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.