Aet eo an Tad Jozef Lec'hvien, person kozh Kergrist-Moeloù, da Anaon.
E Kengor Feiz ha sevenadur hag en Emglev An Tiegezhioù e oa oberiant c'hoazh, o labourat ouzh e urzhiataerez betek ar penn, daoust d'e oad ha d'e yec'hed (e zaoulagad hag e zivskouarn pergen) a yae war fallaat.
Bemdez e lavare e Vrevial e brezhoneg a drugarez da labourioù ur skipailh a veleien ma-z eo eñ an diwezhañ anezho o vont da Anaon : Klerg, Maodez Glanndour, Bourdellez, Pêr ar Gall, Maoris ar C'hollo…
Dreist-holl e rank Breizhiz bezañ anaoudek outañ evit e labourioù war-dro an Testamant Kozh gant e vignon Pêr ar Gall.
Ur servijer mat da Vreizh e oa, bet en doa Kolier an Ermnig zoken. Pedomp evitañ.
Lidet e vo e obidoù digwener da 2 eur hanter en iliz Plaeraneg.
■