SNCF, Rannvro, tiez-kêr : ur rogad ping pong ?

Communiqué de presse publié le 27/06/15 18:57 dans Politique par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Abaoe tost c'hwec'h miz oa bet fin labourioù an ti-gar. Koulskoude, digoradur ofisiel ebet ... Abalamour da betra ?

E Landerne zo un ti gar e brezhoneg. E Plouared zo bet araokadennoù. Renevezaet e vo kalzig a diez-gar e Breizh, setu perak eo a-bouez stourm Ai'ta! evit lakaat war wel an teir yezh, gant ar memes ment, hag e pep lec'h en ti gar : brezhoneg, galleg, saozneg.

Disadorn e oa un dek bennag a stourmerien Ai'ta! dirak ti gar Kemperle, o tegemer 117 voter, kozh ha yaouank, stourmerien, tud yaouank ha kozh met ivez tud deuet d'an ti-gar evit an dudi pe al labour. E touez anezho : maer Kemperle, prezidant ar gumuniezh kumunioù, Alain Penneg, bet maer Kemperle. Hag eskemmoù frouezhus a zo bet ivez etre un den deuet eus SNCF Rannvro ha ti-kêr Kemperle.

«Abalamour da betra ne vefe ket roet e blas d'ar brehzoneg ? (...) Diskouez a rafe ar SNCF evel-se e oar bezañ tost ouzh he fratikoù hag o sevenadur !» eme Ai'ta !

Evit tud ar vro, evit an douristed, evit keodedourien Europa. Perak kement a ziaesterioù evit asantiñ gant un dra a vefe kazi anat e bro Euskadi, Kembre, Kerne Veur zoken ?


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 7 ?