Tro Dro 2015 : seizhvet gwech

Communiqué de presse publié le 25/06/15 9:56 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Dizoleiñ ur vro gant a bep seurt traoù : ar boued, baleadennoù, ar sonerezh, ar sinema, an abadennoù, ar sanktifikad...

Pa vez selaouet brezhoneg bro Kemperle a-dost, n'eo ket aes kompren langaj an dud. Evit kompren ha war lerc'h preg brezhoneg ar vro e oa bet enrollet, dastumet, filmet tud.

Setu neuze brezhonegerien a zo gant ar c'hoant treuzkas. Da bep hini d'ober un tamm hent. Benn nebeut e vo iztitlet e brezhoneg hag en galleg, 'giz oa bet graet e 2014 ha 2013 gant tud ar gevredigezh Kuzul skoazell Diwan Kemperle, ar filmoù graet a-nevez.

Evit an tro dro, setu roll an abadennoù :

- d'ar yaou 2 : abadenn Melaine Favennec, arzour ar vro

- d'ar gwener 3, 6e noz : abadenn sinema gant Niza gwenn ha du, ha «si tous les gars du monde» filmet war chaluter porzh Brigno ba Molan

- d'ar sadorn 4, 2e goude merenn, sanktifikad 1936, hini Denise Le Franc

- d'ar sul 5 : baleadenn ganet, emgav dirak skol Kervilin, pik nik war bord ar mor, stalioù natur, c'hoarioù, sardin gant bara amann, kezeg, ha hentoù bord ar mor etre Dolan ha Merien, digoust pep tra 'met ar sinema...


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 5 ?