Diwan : marvidigezh Jean-Yves Cozan

Communiqué de presse publié le 17/06/15 19:00 dans Langues de Bretagne par Dominique Jacq pour Dominique Jacq

Gant glac'har o deus klevet izili rouedad skolioù, skolajoù ha lise Diwan eo aet d'an anaon Jean-Yves Cozan.

Saludiñ a reont youl politikel an dilennad, dalc'husted ha kalon an den. E penn kentañ ar bloavezhioù 90, pa oa bet graet freuz-stal gant Diwan abalamour da gudennoù arc'hant en doa kendrec'het dilennidi ar c'huzulioù meur hag ar rannvro da gemer o lod e restaol dleoù Diwan d'an URSSAF evit gwellaat an traoù. Labouret en doa ivez war ar c'hevratoù kevrediñ gant ar stad. Ret-mat e oa an obererezhioù-mañ evit diorren ar skolioù Diwan.

E departamant Penn-ar-Bed en doa kaset war-raok ur politikerezh youlek evit souten ar c'helenn e brezhoneg.

E-pad e respetoù en doa kemeret perzh e diorren Diwan, dreist-holl o skoazellañ digoradur ar skolaj kentañ er Releg Kerhuon.

O komz nevez zo gant renerez Diwan en doa diskleriet e oa laouen o c'houzout e vo en tu all da 4 000 bugel skoliataet e Diwan a-benn distro-skol 2015.

Dougen bri a ra izili Diwan da obererezh Jean-Yves Cozan evit treuzkas ar brezhoneg d'ar rummadoù nevez.

Kenavo Jean-Yves ha trugarez.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 3 ?