eilvet taol-lañs festival KER-ZION

Agenda publié le 17/06/15 18:59 dans Festivals par Bruno LE GRAS pour ABP
t:1
https://abp.bzh/thumbs/37/37652/37652_1.jpg
skritell eil taol-lañs gouel KER-ZION

Evit an eil gwech e kinnigo ar festival KER-ZION e daol-lañs e kerzh Gouel ar Sonerezh.

Ar bloaz-mañ e vo dalc'het ar gouel d'an 19 a viz Mezheven war plasenn Sant Sezni. Goude bezañ dizoloet strolladoù ar gumun a ginnigo o oberiantizoù hag o skiant prenet e vo tro ar festival d' ho lakaat da gemer perzh e dibab pempvet strollad ar festival.

Hemañ a vo dioutañ d'an 22 a viz eost e porzh ar C'hurnig.

Tomm e vo an amzer ha neuze e vo digoret tavarnoù ar blasenn evidoc'h da gaout ur banne ha kevredigezh ar festival a werzho d'an dud barkedigadoù fritez graet en ti ha silzig artizanell Plouider.

Deuit da gemer o lod plijadur a-raok kregiñ gant an dibenn-sizhun.


Vos commentaires :
Mardi 30 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 7 multiplié par 5 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.