Aet eo depute Diwan d'an Anaon

Chronique publié le 16/06/15 21:55 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Atav gant ur skerb gwenn, gant ur fent hag un doare stourm a oa dezhañ hepken, setu Jean-Yves Cozan e baradoz ar Gelted

Pet skol Diwan a zo bet sikouret gant an den barvek, sioul, prest da skoazell kement raktres foll a oa er vro evit lakaat ar brezhoneg da ziwan e pep lec'h e Penn ar Bed ? Traoù a seblante dibosubl evel sevel ur skol e Banaleg, e Kemperle, hag en ur bern lec'hioù a deue da vout simpl, kaset gantañ. Pa oa bet trubuilhoù e Kemperle en doa kinniget sevel «ur gouel, ur gouel evel ma oar ar Vretoned aozañ, mod-se e vo proueet pegen stag eo ar Vretoned ouzh o yezh». Ha gwir e oa : savet e oa bet ur skol nevez evit Diwan ar bloaz war lerc'h, gant ur maer nevez, degemeret e burev izprezidant Kuzul Meur Penn ar Bed e lec'h e oa ur pezh mell Bouddha a-dreñv dor ar burev o tegemer an dud.

Un den a zo bet tamallet meur a wech, met sklaer e oa ar stourm evitañ : sikour kement raktres a oa evit adperc'hennañ ur yezh a oa tonket da goll, memes ma ne gomze ket Jean-Yves yezh ar vro, e lavare alies frazenn Paol Keineg «on a arraché ma langue de mon palais d'enfant». Beaj dous ha sioul en tu all d'ar bed, Jean-Yves, ha mersi bras evit ar sikour 'peus roet d'an dud amañ.

Obidoù diriaou da 3e goude merenn e iliz veur sant Kaourantin Kemper.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 4 ?