AR PRIZ LENNEGEL E BREZHONEG 2015 E GWENED

Communiqué de presse publié le 9/06/15 23:05 dans Cultures par Yann An Aod pour Yann An Aod
https://abp.bzh/thumbs/37/37579/37579_1.jpg
AR PRIZ LENNEGEL E BREZHONEG E GWENED

Evit ar pempvet gwezh e vo deroet ur priz lennegel d'un oberenn savet e brezhoneg da-geñver Saloñs al levrioù Gwened, etre an 20 hag an 21 a viz Even 2015.

E-giz bep bloaz, da vare tantad Sant Yann, e vez aozet fest bras al levrioù e Gwened. Un degouezh eo da lakaat an heol da barañ war hor yezh-ni, war ar brezhoneg e bed bras al lennegezh ha d'ober anaoudegezh gant skridoù nevez, gwriet mat hag ijinet brav gant hor gwellañ skrivagnerien awenet o fluenn.

Evit ar priz lennegel 2015 ez eus bet lakaet peder oberenn war ar renk ha setu ar roll anezho :

- Bili er mor gant Annie Coz e ti-embann Skol Vreizh

- Daoulagad ar Werc'hez gant Malo Bouëssel du Bourg e ti-embann Keit Vimp Bev

- Bigorned-sukr ha bara-mel gant Fañch Peru e ti-embann Skol Vreizh

- En-dro d'al lenn-vor gant Jef Gedez e ti-embann Al Liamm

Gant piv ez aio ar maout ar wezh-mañ ?

Embannet e vo war ar groaz d'ar sadorn 20 a viz Even e liorzhoù ar mogerioù-kreñv e Gwened.