Priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono : roet da Erwan Hupel evit Yudal!

Communiqué de presse publié le 9/06/15 14:30 dans Littérature par Christian Le Meut pour Sten Kidna An-Alre
t:1
https://abp.bzh/thumbs/37/37573/37573_1.jpg
Yudal a zo bet embannet get Al Liamm.

D'ar sadorn 6 a viz Mezheven, e oa bet kaoz a levrioù e brezhoneg er Bonoù (Morbihan), peogwir e oa bet roet ar priz lennegel Sten Kidna-Le long cours du Bono an deiz-se. Roet e oa bet d'ar juri c'whec'h romant e brezhoneg embannet e 2014 ha 2013, da lenn, dezhe da zibab an hani en deus plijet ar muiañ dezhe. « Yudal ! », bet skrivet get Erwan Hupel, hag embannet get Al Liamm, a zo aet ar maout getañ. Diàr intrudu ti-kêr ar Bonoù e oa bet savet ar priz e 2008, ha Kerlenn Sten Kidna eo a ra àr-dro sevel ar juri. Ur priz 700 ¤ zo bet roet da Erwan Hupel get ar maer, Jean Lutrot. Ha kendalc'het e vo get ar priz lennegel mañ get kumun Ar Bonoù er blezadoù da zont, eme Jean Lutrot. Plijet eo bet ar juri get levr Erwan Hupel a ziskoue buhez pemdeziek ur skolaer barzh ur skol vamm divyezhek, get ar pezh a zo plijus, ar pezh n'eo ket, an darempredoù get ar vugale, o zud, ar skolaerion all, divyezhek pe pas…

Setu roll al levrioù àr ar renk evit priz Sten-Kidna-Le long cours du Bono 2015 :

- Ar waremm vras, Youenn Kervalan, Al Lañv, 2013

- Bigorned sukr ha bara mel, Fañch Peru, Skol Vreizh, 2014

- Bizied Eva, Katelin Kerisit, An alarc'h embannadurioù, 2013

- Koll atav, Gégé Gwen, Skol Vreizh, 2013

- Milendall, Yann Fulup Dupuy, An alarc'h embannadurioù, 2013

- Yudal, Erwan Hupel, Al Liamm, 2013.

Ar skrivagnerien priziet dija :

- 2009 : Mich Beyer/Etrezek an enez

- 2010 : Herve Gouedard/Liñvadenn Kastellaodren

- 2011 : Riwall Huon/Ar marc'h glas

- 2012 : Yann Bijer/Torrebenn

- 2013 : Aziliz Bourgès/An diaoul ouz taol ; priz ispisial ar juri da Daniel Doujet.

- 2014 : Yann Gerven/Traoù nevez ; priz ispisial ar juri evit Herri ar Borgn.

- 2015 : Erwan Hupel/Yudal

Kerlen Sten Kidna, 6 straed Joseph Rollo, 56400 An Alre/Auray. (voir le site)


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 3 multiplié par 6 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.