il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3750.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

UDB Kreiz Breizh a embann e skoazell da Yannig Baron, prezidant Dihun, a zo oc’h ober harz-debriñ dibaoe 16 devezh evit sevel a-enep doareoù deskadurezh katolik Breizh da verañ kelennadurezh ar brezhoneg en he skolioù.

UDB Kreiz Breizh n’eo ket evit degemer e rankfe ur stourmer evit ar brezhoneg lakaat e vuhez en arvar evit disachañ evezh pennoù bras deskadurezh katolik Breizh war ar skoilhoù liesseurt hag ar c’hiladennoù dibaouez a vez graet gante da stankañ hent ar brezhoneg en o skolioù.

Goût a reomp mat e Kreizh breizh eo ken start all an traoù gant an deskadurezh publik divyezhek : un hanter bost vije serret a-benn an distro skol e Rostrenn hag e vez nac’het digeriñ ur c’hlas e Bulad, gant 20 bugel enskrivet, a-benn an distro skol 2006… UDB a zegas e skoazell da dud ar vugale ha d’ar gelennerien ar skolioù-se a c’houl vije dalc’het ar post e Rostrenn ha digoret ur c’hlas divyezhek e Bulad a-benn distro skol 2006. UDB zo bet laouenaet o welet, zo bet kadarnaet, da Yannig Baron gant pennoù bras eskoptioù Aodoù-an-Arvor, digoradur daou hanter bost divyezhek, unan e skol prevez Rostrenn egile e skol prevez Mael-Karaez. Netra nevez eus tu an digeriñ postoù er Morbihan hag e Penn-ar-Bed. N’heller ket degemer an doareoù mantrus-se.

UDB Kreiz Breizh a c’halv hec’h izili hag he mignoned hag an holl re n’int ket evit degemer politikerezh a-vremañ ar gouarnamant e-keñver ar brezhoneg da gemer perzh er vanifestadeg a vo e Roazhon d’an 3 a viz Mezheven 2006. Ar vanifestadeg-se vo aozet gant Kuzul Sevenadurel Breizh evit goulenn ma vo treuskaset galloudoù hag arc’hant da Guzul Rannvro Breizh, evit ober war-dro kelennadurezh ar brezhoneg ha sevenadur hor Bro. Evit UDB, peogwir e laosk ar Stad an traoù da vont da fall eo d’ar Vretoned ha da zilennidi Kuzul Rannvro Breizh da zivizout eus dazont ar brezhoneg.

Evit UDB Kreiz Breizh : Herve ar Gall


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 8 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.