KINNIG LABOUR MERVENT

Agenda publié le 2/06/15 16:33 dans Langues de Bretagne par Yannig Menguy pour Yannig Menguy
https://abp.bzh/thumbs/37/37499/37499_1.jpg
logo couleur Mervent

Emañ MERVENT o tuta ur gelennerez pe ur c'helenner war ar brezhoneg,

evit labourat war tachennoù ar c'hentelioù-noz, an tañva er skolioù hag abadennoù e-pad ar Mareoù Obererezhioù Troskol

Takad labour : Bro Douarnenez, Bro Ar Porze, Bro Ar C'hap, Bro Kemper, Bro An Aven

Kevrat termenet, darnamzer

Kevrat hollek ar buheziñ, kael ispisial, strollad 2,

Prantad kregiñ : deroù miz Gwengolo 2015

Barregezhioù goulennet :

- Aotreegezh war ar brezhoneg, DBY live 5,

- Brezhoneg komzet ha skrivet mat,

- Barregezhioù a-fet pedagogiezh ha buheziñ azasaet d'ar vugale ha d'an dud deuet,

- Bezañ gouest da genlabourat gant ur skipailh kelennerien.

- Aotre bleniañ ret.

Lizher emginnig ha CV da gas a-raok ar 6 a viz Gouere 2015 da Aotrou Kenbrezidant,

MERVENT, BP 29, 29720 PLONEOUR-LANWERN

renerezh@mervent.bzh