il ya eu une erreur, désolé, travaux en cours /3746.

publié le 1/01/70 1:00 dans par pour
t:0

"Penaos e vehe da gKerlenn Sten Kidna an Alre - «Komsomp Asampl » chom diseblant dirak ar pezh emañ Yannig Baron, prezidant ar gevredigezh Dihun, ec’h ober evit ma vo taolet muioc’h a evezh get kelenn ar brezhoneg en Deskadurezh Katolik e Breizh ? N’int ket stank hiriv an deiz e Breizh ar re a gredahe nac’hiñ groñs talvoudegezh ar brezhoneg ; ha lâret e c’houlenner bremañ a-unvouezh – pe dost atav – er gwelet é veviñ pell c’hoazh ned eo ket gaou kennebeut.

A-berzh hor pennoù, a-berzh ar re emañ ar galloudoù etre o daouarn eh omp akourset ivez da glevet c’hoantoù kaer bannet en avel, gerioù karadek ha flour, digarezioù abalamour d’ar galloud a garahent kaout hag a zioveront. Ag o ferzh, eh omp neoazh ken engortoz a daoloù evit a gomzoù, engortoz ma vint gwelet é sammiñ dever o c’harg : ober dibaboù spis, lakaat goude o holl albac’henn evit gounit an disoc’h a gouch get c’hoantoù o c’henvroiz. Kement-se eo a vo barnet get ar rummadoù da zonet ; a gement-se eo e vo dalc’het kont get an istor.

Da betra e servijahe labour pemdeziek kevredigezhioù evel hon hini – derc’hel bev ha lediñ ar brezhoneg er vuhez pemdeziek, sikour miliadoù a dud deuet en o c’hoant da vestroniiñ ar yezh – ma chom ar skol hep sammiñ he lodenn ag an dever a zegouezh dezhi-hi : Sikour treuzkas ar yezh d’ar re yaouank ?

Evit ma yay àr-raok kelenn ar brezhoneg, ma vo savet hentennoù divyezhek kreñv hag efedus hag evit ma vo mui-oc’h-mui a dud é klask lakaat o bugale enne e ranker kontiñ àr un aozadur é labourat a-du ; da vihanañ é reiñ an tu da vout skolaet mat hag aes en hentenn boulc’het ag ar skol-vamm betek ar skol-veur.

Setu perak e vennomp en em ziskouez dirak an holl ha sevel a-du get mennad DIHUN da vreutaat evit ma vo kemeret divizoù splann da sonnaat ar c’helenn àr ar pad.


Vos commentaires :
Dimanche 28 avril 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 4 multiplié par 7 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.