Krouet eo bet rann Strollad Breizh Bro-Wened-Uhel

Communiqué de presse publié le 30/05/15 16:53 dans Politique par Bertrand Deleon pour Bertrand Deleon
https://abp.bzh/thumbs/37/37440/37440_1.jpg
Un nebeud izili eus Strollad Breizh Bro-Wened-Uhel
https://abp.bzh/thumbs/37/37440/37440_2.jpg
Skritell, Europa ar c'hôrnog war zihuniñ

N'eo ket Strollad Breizh nevez degouezhet e Bro-Wened-Uhel. Daoust dezhañ bezañ bet ingal war ar renk evit an dilennadegoù kanton, kêr, kannad ha departamant er bloavezhioù kent, n'oa rann ebet dezhañ evit gwir, hogen e oa ouzh e ober un diazez ken sonn hag amspis a harperien stag ouzh o zachenn tro-dro Gwened hag An Alre, p'emañ unan eus ar re nerzhusañ zo, engouestlet mard eo er vuhez keodedel ha politikel.

Gwriziennet donoc'h e c'hallo bezañ rann Gwened-Uhel dre vezañ kefridiel hiviziken. Dezhi ur burev bet dilennet, anezhañ Bertrand Deléon e vouezh-aotreet ha Dominig Yvon e sekretour, o vezañ o daou evit takad ar rann-se.

Emañ Rann Gwened-Uhel o plediñ gant kendivizad broadel ar strollad a vo e Palez an Arzoù hag ar C'hendaelioù e Gwened just a-walc'h, d'ar 27 a viz Mezheven a zeu. War-dro 300 perzhiad a zeuy di da eskemm war krafoù pennañ programm kabaliñ an dilennadegoù Rannvro, p'emañ hollbouezus termen ar c'houlzad-se evit Breizh.

Evit Rann Gwened-Uhel Strollad Breizh,

Bertrand Deléon.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 8 multiplié par 4 ?