Staj C'hoariva Forom - Teatr ar re wasket

Agenda publié le 29/05/15 19:48 dans Cultures par Kevredad C'Hoariva pour C\'Hoariva
t:1
https://abp.bzh/thumbs/37/37438/37438_1.jpg
C'hoariva ar re wasket

"Staj e brezhoneg war teknikoù an teatr forum"

e Presbital kozh Landelo (29), d'ar 6 ha 7 a viz even 2015

C'hoariva hag ar strollad Paritito a ginnig deoc'h un eil staj war teknikoù an teatr forum (teatr ar re wasket) d'ar 6 ha 7 a viz Even 2015 e Presbital Kozh Landelo.

Pal ar staj a zo dizoleiñ mont-endro an teatr forum e korf un dibenn-sizhun. Er staj-mañ e vo labouret war un tem : implij gwir ar brezhoneg el lec'hioù foran hag er vuhez prevez. Setu amañ da heul un nebeut goulennoù ha boued preder araok kregiñ ganti : daoust hag omp lib da implij ar yezh faot deomp e pep lec'h ? Betek peseurt poent ? Daoust e cheñch yezh-mañ-yezh hon darempredoù sokial e keñver ar re all ? Penaos ? Peseurt mod darempredoù etre ar re a oar hag ar re ne oar ket ? Penaos deskiñ ar yezh pa ne fell ket d'ar re all kaojeal ganeomp ? Ha perak e rafent ?

Evel m'emañ boaz e c'hoariva ar re wasket e labourimp gant hon istorioù dastumet er vuhez gwir. Fent a vo, eus e vo !

Stummerezed : Mélanie Giotto, Anael Guyomarc'h ha Mai Lincoln, eus strollad Paritito.

Priz ar staj :

80¤ an dibenn sizhun / 40¤ arrez

60¤ evit studierien pe dud dilabour / 20¤ arrez

Ma n'och ket ezel eus C'hoariva pe o kemer perzh en ur strollad ezel eus C'hoariva e rankoc'h paeañ ar skodenn : 10 ¤.

'Barzh ar priz-mañ : bod ha boued e Presbital kozh Landelo evit ar Sadorn noz.

Da gas ganeoc'h : boued evit an dijuni hag ar predoù kreisteiz + ur sac'h kousket.

Evit gouzout hiroc'h ha/pe lakaat ho anv : 06 38 78 35 15 pe choarivabrezhonek@gmail.com


Vos commentaires :
Dimanche 5 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 2 multiplié par 3 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.