Stummadurioù war ar brezhoneg evit ar wazourien diriadel

Communiqué de presse publié le 28/05/15 9:17 dans Langues de Bretagne par Visant Roue pour Visant Roue
https://abp.bzh/thumbs/37/37422/37422_1.jpg
Fulup Jakez, Solange Creignou, Erell Coupier, Lena Louarn, Ehouarn Auffret

War-raok ez a plas ar brezhoneg er vuhez foran abaoe meur a vloaz ha dre-se eo brasoc'h an ezhommoù stummañ war ar yezh gant ar wazourien diriadel.

Se zo kaoz ez eus bet un divizadeg voutin gant Kuzul-rannvro Breizh ha Kuzul-departamant Penn-ar-Bed da c'houlenn digant Kreizenn Vroadel ar Velestradurezh Publik Tiriadel aozañ stummadurioù war ar brezhoneg e Penn-ar-Bed. Graet e vo, adalek miz Gwengolo 2015, e Kemper, Gouenoù ha Montroulez gant ul lusk 1 devezh leun bep sizhun ; a-wechoù e vo 2 zevezh da-heul evit aesaat ar gomz hag evit ma vo emrenoc'h an dud.

Diwar skodennoù e vo arc'hantaouet ar stummadur 200 eurvezh-pad hag evit an holl wazourien diriadel e darempred gant an dud e vo, da skouer ar re e darempred gant ar re yaouank (frammoù degemer ar vugaligoù, GWATASM, traskol, buhezourien KDHH, postoù degemer el levraouegoù - mediaouegoù…) pe ar re gozh (AHDOD…).

Kinniget eo bet ar stummadur nevez-mañ gant an it. Solange Creignou, besprezidantez ar C'huzul-departamant, dileuriet evit ar brezhoneg, an it. Lena Louarn besprezidantez Kuzul-rannvro Breizh e karg eus ar politikerezh yezh ha prezidantez OPAB, an ao. Ehouarn Auffret war anv ao. Yoann Nedeleg, dileuriad rannvroel KBMPT Breizh.

Evit gouzout hiroc'h e c'hellit mont e darempred gant OPAB pe lakaat hoc'h anv war-eeun gant KBMPT.


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 6 multiplié par 4 ?