Crowdfunding evit rakprenañ ur vandenn dreset

Présentation de livre publié le 8/05/15 16:17 dans Littérature par Gwilmod Tepod pour EAT
t:1
https://abp.bzh/thumbs/37/37228/37228_1.jpg
Golo BD Tereza vihan

Imbourc'h, ti embann "Emglev An Tiegezhioù" (E.A.T.) (voir le site) a zo laouen o kemenn embannadur da zont ur vandenn dreset war Buhez Santez Tereza vihan Lisieux (pe Santez Tereza ar Mabig Jezuz).

Ul levrig 44 pajennad e vo, e stumm bandennoù treset embannadurioù Fleurus gwechall : dindan pep karrezenn, un destenn da zisplegañ degouezhioù pennañ ar vaouezig-se a zo bet nevez lakaet da Zoktorez eus an Iliz gant ar Pab sant Yann-Baol II, dreist-holl evit he speredelezh, anvet ganti "he saverez speredel", dic'houest ma oa, emezi, "da grapat gant skalier ar santelezh".

Evit kellidañ an embannadur ez eus bet divizet kinnig al levr kerkent ha bremañ hag evit 20 devezh, dre "Growdfunding", da lavarout eo dre rakprenañ dre internet hag o resev ur profig-trugarekaat evit ar skoazell brizius-se.

Klikañ aze evit rakprenañ : (voir le site)


Vos commentaires :
Vendredi 3 mai 2024

Écrire un commentaire :

Cette fonctionnalité est indisponible en ce moment, mais existe sur votre ordinateur.

Combien font 0 multiplié par 2 ?
Note : Ce lieu est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. LES COMMENTAIRES ÉCRITS DANS UNE LANGUE AUTRE QUE CELLE DE L'ARTICLE NE SERONT PAS MIS EN LIGNE.