Bredoneg ar gear, on teuzeur (brezhoneg an enez, un drugar). Chomet eo bev-brav ar brezhoneg en Enez-Sun, met ne oa ket bet studiet nemeur. Daou enklasker arroutet, Christian Fagon ha Yann Riou, a zo bet o tastum pinvidigezhioù brezhoneg an enezourien, levezonet-kaer gant o bed, hini ar mor. Deuit 'ta d'ober anaoudegezh gant brezhoneg pennig-penn Penn-ar-Bed.
Christian Fagon a zo bet kelenner brezhoneg e-pad meur a vloavezh. Yann Riou a labour en ISEN e Brest, anavezet eo evit e skridoù war brezhoneg ar mor.
Priz : 15¤
An Alarc'h embannadurioù
ISBN : 978-2-916835-67-9
336 p
■