Goude bezañ lennet kemennadenn dilennidi kreiz Breizh diwar-benn al livaj bet lakaet ouzh panelloù tro-dro da lenn Gwerledan e fell da strollad Ai'ta! embann e soñj. N'eo ket doareoù ober Stourm Ar Brezhoneg a re a vez implijet gant Ai'ta!, met ne c'heller ket chom mut da-heul komzoù an dilennidi-se. D'ar poent m'emañ ar brezhoneg e-kreiz ar roudoù e rank an holl plantañ 'barzh. Abretoc'h er bloaz-mañ hon doa skrivet da gumuniezhioù kumunioù kreiz Breizh, Pondi ha Loudieg, kement ha da Guzul departamant Aodoù an Arvor, evit goulenn ma vo implijet ar brezhoneg war holl panelloù ha teulioù darvoud Gwerledan, a live gant ar yezhoù all. Un afer a zoujañs evit ar vrezhonegerien hag a re a ra gant hor yezh war ar pemdez an hini eo.
Brav eo da vaered Kaorel, Lanniskad, Mur, Perred, Sant-Inan ha Berc'hed ha Sant-Jelven embann ez int «difennerien sevenadur ar vro» met n'eo nemet gevier : en o c'humunioù n'eus skol ebet a gelenn brezhoneg, hini ebet n'en deus sinet karta «Ya d'ar brezhoneg» pe kaset ar brezhoneg war-raok er vuhez foran. O derc'hel da vont gant an hent-se e vo marv mik ar brezhoneg e kreiz Breizh a-raok pell. Ar skeudenn-se eus kreiz Breizh hag eus ar sevenadur an hini eo a fell d'an dilennidi-se diskouez ?
Da echuiñ ganti e fell deomp lavaret kreñv penaos e savomp a-enep krenn komzoù Gwenola de Araujo, e karg eus ti an douristed e Pondi. Ober gant ar brezhoneg n'eo ket evit plijout pe soursial ouzh d'an douristed. Ul lodenn eus hor sevenadur hag eus istor ar vro an hini eo, doujañs a c'houlennomp eta. Mantret eo strollad Ai'ta! o welet ar mod ma talc'h micherourien an douristelezh er vro da zispriziañ ar brezhoneg : ur gerig a-gleiz hag a-zehou (d'ar gwellañ tout), rak cheuc'h eo, sur. Da skouer, ne vo posubl gweladenniñ lenn Gwerledan e brezhoneg nemet div wech dindan 6 miz, ha ne resevo ket an den a raio war-dro an disterañ gwenneg toull. Micherelaat an implij eus ar yezh a zo d'ober, betek er frammoù gouestlet d'an douristed. Abaoe degadoù a vloavezhioù e vez kelennet hor yezh er skolioù setu ez eus hiziv an deiz un toullad tud barrek d'ober al labour e brezhoneg, youl politikel n'eus ket avat !
■Mes pauvres amis, à Mûr le breton est mort depuis bientôt cent ans. Il faut connaître un peu le pays qu'on défend avant de s'en prendre à des élus. Comme si la décision d'un maire pouvait empêcher la mort inéluctable du breton...
Dao eo aksepta lar n'eo ket posubl savetaad hor langaj. Ne laran ket lar eo êz ar hañv-mañ koulskoude...