Emvod meur Diwan : termeniñ al likelezh, adnevesaat ar mont en dro

Communiqué de presse publié le 27/04/15 2:15 dans Langues de Bretagne par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

Tri-ugent a dud bodet e lise Diwan Karaez e-pad daou zevezh. Labourus e oa bet gant prezegennourien, studiadenn ATEMIS, ha prezegenn Lena Louarn

Penaos lakaat muioc'h ar gerent hag an implijidi b'ar jeu ? N'eo ket peogwir e kresk ar skolioù e kresk niver an dud a gemer perzh e buhez Diwan. Nebeutoc'h a arc'hant a zo bet dastumet ar bloaz-mañ er skolioù, daoust d'ar c'hresk. Lakaet e oa bet an dud da brederiañ a-ziwar al likelezh gant ur c'helenner brudet deuet eus Paris, Philippe Lazar. Peadra da welout n'eo ket tamm ebet al likelezh ar pezh a vez termenet bemdez er radio pe er c'hazetennoù.

Gwelloc'h eo diazezañ ar preder war an testennoù, al lezennoù resis.

Evit mont en dro pemdeziek Diwan e vo ret mont war raok, termeniñ doareoù disheñvel, gant ar c'hoant da labourat a-stroll, ha pas kenurzhiañ hepken. Forzh pelec'h en deskadurezh e vez tud o c'houzañv, skolaerien o kregiñ gant ar vicher, tud beuzet gant al labour, bugale diaes, darempredoù diaes. Da Ziwan da ijin doareoù nevez da vont war raok, evel e oa bet gouest d'ober ar gevredigezh e-pad 38 vloavezh.

Niverus e vo ar chanterioù o tont : ul lec'hienn Internet adnevezaet, ar chanter digoret gant tud ATEMIS o doa aterset implijidi ar skolioù hag an eil derez, ha 40 vloaz Diwan o tostaat...


Vos commentaires :
Pôtr ar skluj
Jeudi 26 décembre 2024
Au passage, «prezegenn» ça veut dire prédication. Ce qui vient encore prouver que l'Emzao est une religion, pour ne pas dire une secte.

Milena Krebs
Jeudi 26 décembre 2024
E geriadur Favereau : prezegenn, konferañs
E geriadur Menard : prezegenn
Brav respont e galleg... Ha brav eo chom hep reiñ hoc'h anv gwir... ;-)

Pôtr ar skluj
Jeudi 26 décembre 2024
«Prezegenn» a zeu deuz ar verb «prezeg», «prêcher» ba'r lodenn vrasa deuz ar parlañchou. Ne 'm-eus ket ar memez Favereau ganeoh pezegur ema skrivet war ma hini : «prezegenn : prédication (& prône), parf. conférence».

Me zo gouest da skriva e brezoneg, med e kavan gwelloh ar galleg evid ar chikan. Muioh tud a gomprenn pez a skrivan. Ar brezoneg a ouzon mired anezañ evid lared sekrejou ma halon.

Ne roian ket ma ano ablame e-meus aouen. Gouzoud a ouzon pez a oa digouezet gand ar chaloni Falc'hun. Resevet e-noa archejou bihan deuz perz pôtred Breiz-Atao ablame e-noant barnet lar e-noa-heñv traiset ar Vro. Ne 'meus ket c'hoant da lakaad ma famill da anduri eun dra bennaket ar mod-se.


loulou40000
Jeudi 26 décembre 2024
«Au passage,»prezegenn« ça veut dire prédication. Ce qui vient encore prouver que l'Emzao est une religion, pour ne pas dire une secte.»

J'adore les conclusions attives..

Tiens je vais faire pareil que vous : le mot «Travail» en français vient du mot tripalium en latin , qui se trouve être un instrument de torture utilisé par les romains.. OH bah alors ça prouve que le travail c'est mal, il ne faut pas travailler !! MAis c'esst encore pire quand on y pense !! En réalité c'est une horrible conspiration datant non seulement de l'Antiquité mais influant dangereusement sur notre mode de vie!! Au secours !
Soñjal a rit ar pezh a lârit evit gwir? Met eus peseurt bed e teuoc'h ?


Yann Varbitrug
Jeudi 26 décembre 2024
Voir le site

Pre'eg brezhoneg 'vez laret e bro Konk-Kerne, prech brezhoneg er C'hab Sizun... Tud sektenn Emgleo Breiz, bras o faranoia, ne ouzont ket an dra-se ?


Pôtr ar skluj
Jeudi 26 décembre 2024
«Tud sektenn Emgleo Breiz, bras o faranoia, ne ouzont ket an dra-se ?»

Greont ! Studiet em-eus greet an ALBB doh doare ar chaloni Falc'hun (Doue d'e bardono) :
Voir le site
A-gôz da ze e-moa skrivet «ba'r lodenn vrasa deuz ar parlañchou».


Yann Maneguen
Jeudi 26 décembre 2024
«Termeniñ al laikelezh ?»
Se a zo un afer gall-rik. N'eus kudenn ebet en hor skolioù !!!
An den a gomzas brav dwb al laikelezh a VIJE mat kaout e Breizh, met E GWIRIONEZ ez eo laikouriezh a hini eo a vez lakaet da dalvezout e Frans... ha pergen ul laikouriezh a-fed ar yezhoù : en anv an Ingalded eo ret d'ar brezhoneg mont da get.
Ingalded = marv ar brezhoneg
Laikelezh = laikouriezh = marv ar relijion gristen
Frankiz = evidomp da vervel
Breudeuriezh = pa vimp er vered !

Diwan a zo renet hervez ur benngadouriezh a sav a-du gant ar stad c'hall gant ma vo roet arc'hant evit ar skolioù... met ar skolioù-se e gelennont ket istor Breizh na ne stummont ket hor bugale evel Bretoned pe evel keodedourien c'hall sentus mat. Anat-tre eo en afer-mañ eus kendivizout war al laikelezh : n'eo ket ur gudenn e Diwan ha dre se ne rankje ket bezañ war roll labour ur C'hendalc'h Bloaz. Gwelloc'h e vije bet komz eus ar fed ma n'eus familh ebet a gomz brezhoneg e skol Diwan Landerne (hag e lec'h all...)Brezhoneg er gêr Ya ! hogen er gêr da gentañ (pa n'eo ket gouest Diwan d'ober d'hor bugale komz brezhoneg war bozh ar skol : sed aze ur gwir gudenn hañ ?)


Anti-spam : Combien font 7 multiplié par 6 ?