Fubudenn : abadenn ziwezhañ disul !

Communiqué de presse publié le 22/04/15 12:11 dans Cultures par Fanny Chauffin pour Fanny Chauffin

A-raok Kergrist ha Lors Jouin gant «beaj ar Pap», e vo c'hoariet «E kreiz ma bro» gant strollad Fubudenn evit an daouzegvet gwech

Goude Porspoder, Tregon, Esquibien, Kerien, Kemperle, Karaez, setu tro An Arzhanaou, disul o tont da 5 eur e sal nevez Loeiz Yhuel.

Ur grouidigezh gant dibunadeg tud iskis a Vreizh : ar grampouezherez gant un davañter brodet, ur Jean-Mai kamm a lenn Baudelaire,

ur punk sot gant Louise Ebrel, ur vonedez ruz entanet gant ar stourm...

Sonerezh graet gant div dreujenn-gaol, kanaouennoù e brezhoneg, testennoù savet gant ar strollad, estreget testenn Tangi Malmanche (ar Baganiz') c'hoariet er video.

Kan ha diskan, kanaouennoù hengounel, ha kompozet a-nevez.

Goude «Dañjerus tamm ebet», «Kurunennoù ar Rouanez», «Opera ar moc'h», setu neuze echu «E kreiz ma bro disul». Un dra nevez war ar stern ? «Penaos buhez, lâre Filo», a vo c'hoariet a-benn c'hwec'h miz, testennoù merc'hed, fentus ha kriz, 'giz anv ar strollad «Fubudenn». Ha dre voneur, e raio glav disul !


Vos commentaires :

Anti-spam : Combien font 4 multiplié par 9 ?